97
-503 GOUELIOU-MEUR AN AOTROU KRIST O C'HOARVEZOUT EN AMZER BLAEN

1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

  • Upload
    others

  • View
    26

  • Download
    0

Embed Size (px)

Citation preview

Page 1: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

-503

GOUELIOU-MEUR AN AOTROU KRISTO C'HOARVEZOUT EN AMZER BLAEN

-

Page 2: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

504

-

Page 3: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

505

Deiz-an-Aotrou goude 50-vet deiz ar PaskGOUEL AN DREINDED SANTEL

Gouel-meur

D'ar 1-añ Pardaezlid

MEULGAN (war don M'hoc'h ador Doue, va C'hrouer)

Divent hag unvan, c'hwi Treinded, Immensa et una, Trinitas,m'eo dre ho kalloud ez eo graet cuius potestas omniaha renet traoù hag amzerioù facit regitque temporac'hwi 'maez ha kent ar c'hantvedoù, et exstat ante saecula,

C'hwi 'ro a-walc'h ha c'hwi hepken Tu sola pleno sufficisganeoc'h santel bout peurlaouen ; tibi beata gaudio ; c'hwi, glan hag eeun, gant evezhded tu, pura, simplex, providaa zalc'h an neñvoù hag ar bed. caelos et orbem contines.

C'hwi, Tad, a bep gras ar vammenn, Omnis, Pater, fons gratiae,eus gloar an Tad, C'hwi Sklerijenn, Lumen paternae gloriae,etrezo, c'hwi Spered Santel Sancte utriusque Spiritus a zo karantez peurbadel, interminata caritas,

Ac'hanoc'h orin uhelañ, Ex te suprema origine,c'hwi Treinded vat, o teverañ Trias benigna, profluitkement tra krouet a souten, creata quicquid sustinet,hag en e gaer e gas da benn. quicquid decore perficit.

Ar re a roit an donezon Quos et corona muneras dezho da vout hoc'h advibion, adoptionis intimae, grit ganimp-ni temploù a sked nos templa fac nitentia'vit ho plijadur-c'hwi bepred. tibi placere iugiter.

Sklerijenn vev, gant an Aelez O viva lux, nos angelis roit dimp unaniñ en o lez, da iungi in aula caelica, m'ho kanimp ganto a c'hrad vat ut grati amoris laudibus meulganoù karantez dalc'hmat. Amen. te concinamus perpetim.

SONGANADENN

Ant. 1 Klod deoc'h-c'hwi, Treinded kevatal, Doueelezh unan, ha kent an holl gantvedoù, ha bremañ ha da viken.

Page 4: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

506 Gouel an Dreinded Santel

Songan 112 (113)1 Meulit, servijerion an Aotrou, *meulit anv an Aotrou.2 Ra vo benniget anv an Aotrou, *a-vremañ da holl viken.3 Adalek tarzh an deiz betek ar serr-noz *ra vo meulet anv an Aotrou.4 A-us d’an holl bobloù emañ an Aotrou, *a-us d’an neñvoù e c’hloar.5 Piv a zo par d’an Aotrou, hon Doue, a dron azezet war an uhel, *6 hag a stou evit treiñ e selloù etrezek an neñv hag an douar ?7 Adsevel a ra eus ar boultrenn an ezhommeg, *diwar an teil e tenn ar reuzeudig,8 evit e lakaat da dronañ gant ar briñsed, * gant pennoù bras ha priñsed e bobl.9 Hag e ra d’ur vaouez divugel chom en un ti *mamm laouen gant e-leizh a vugale.

Ant. Klod deoc'h, Treinded kevatal, Doueelezh unan, ha kent an holl gantvedoù, ha bremañ ha da viken.

Ant. 2 Ra vezo benniget an Dreinded Santel hag Unded dirann ; he meuliñ a raimp peogwir e ra ganimp he zrugarez.

Songan 147 (147 B)12 Jeruzalem, meul an Aotrou ; *kan da Zoue, o Sion.13 Rak startaet en deus morailhoù da zorioù, *ha benniget ennout da vugale.14 War da harzoù en deus suraet ar peoc’h, *da vagañ a ra gant flour ar gwinizh.15 Degemenn a ra e gomz d’an douar, *buan ha prim e red e lavar.16 Ledañ a ra an erc’h evel gloan, *strewiñ a ra ar frim evel ludu. ---

Page 5: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

D'ar 1-añ Pardaezlid 507

17 Teurel a ra e c’hrizilh evel bruzun, *dirak e frim piv a zalc’ho ?18 Nemet e kas e lavar hag e teuz anezho, *c’hwezhañ a ra e avel hag e red an dourioù.19 Diskuliet en deus e lavar da Yakob, *e lezennoù hag e urzhioù da Israel.20 Evit pobl all ebet n’en deus graet kement-se, *n’eo ket da reoù all en deus diskleriet e zivizoù.

Ant. Ra vezo benniget an Dreinded Santel hag Unded dirann ; he meuliñ a raimp peogwir e ra ganimp he zrugarez

Ant. 3 Klod hag enor da Zoue en unanded an Dreinded, d'an Tad ha d'ar Mab gant ar Spered Santel, er c'hantvedoù peurbadel.

Lidkan Efz 1, 3-103 Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, *eñ hag en deus hor benniget ha roet dimp pep bennozh speredel, a holl viskoazh, er C’hrist,4 rak hon dibabet en deus ennañ a-raok krouidigezh ar bed, +da vezañ santel ha dinamm *dirazañ, er garantez,5 en ur rakdivizout diwar hor penn e vefemp advibion +dezhañ dre Jezuz Krist, *setu petra eo bet plijet gantañ ober en e vadelezh,6 evit ma vefe kanmeulet splannder ar c’hras, *en deus roet dimp en e Vab muiañ-karet,7 hon eus ennañ dre e wad an daspren eus hor sklavelezh, *ar pardon eus hor pec’hedoù ;

sed aze pinvidigezh ar c’hras-se, +8 en deus an Tad skuilhet warnomp gant largentez, *e pep furnezh ha skiant,9 en ur ziskuliañ dimp mister e youl, *ar mennad madelezhus-se, ---

Page 6: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

508 Gouel an Dreinded Santel

en devoa rakdivizet ennañ e-unan, *10 evit e gas da benn pa vefe deuet leunder an amzerioù: da lavarout eo lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra, *hag ennañ adunvaniñ kement a zo en neñv ha war an douar.

Ant. Klod hag enor da Zoue en unanded an Dreinded, d'an Tad ha d'ar Mab gant ar Spered Santel, er c'hantvedoù peurbadel.

LENNADENN VERR Rom 11, 33-36 O! Donder dreist-muzul pinvidigezh, furnezh ha gouiziegezh Doue ! Pegen digomprenadus eo e zivizoù, pegen diveizadus e hentoù ! Piv en deus anavezet biskoazh soñjoù Doue ? Piv a zo bet biskoazh e guzulier ? Pe c'hoazh, piv en deus roet dezhañ da gentañ, ma vefe dleet en-dro ur paeamant dezhañ ? Rak an holl draoù a zo digantañ, drezañ hag evitañ. Dezhañ ar c'hloar da virviken. Amen.

PEBEILGANENN VERR

P/. Bennigomp an Tad hag ar Mab gant ar Spered Santel. * En meulomp er c'hantvedoù. Bennigomp ... U/. Da Zoue hepken, enor ha klod. * En meulomp er c'hantvedoù. Klod d'an Tad ... Bennigomp ...

Gant lidkan Mari, ant. Bennozh deoc'h-c'hwi, Aotrou Doue ; bennozh deoc'h-c'hwi, Treinded gwir hag unan, Doueelezh unan hag uhel, Unded santel hag unel.

ASPEDENNOU

An Tad dre ar Spered Santel a roas buhez da gorf ar C'hrist e Vab hag a reas anezhañ ar roer buhez evidomp, . Da Zoue unan ha tri kasomp ar bedenn-mañ a c'hlod : Klod d'an Tad ha d'ar Mab ha d'ar Spered Santel.Tad, Doue hollc'halloudek ha peurbadel, kasit ar Spered Santel Gwarezer en anv ho Mab war an Iliz,--- evit m'he dalc'ho en unaniezh ar garantez hag ar wirionez peurglok.

Page 7: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Da Eurlid al lennadenn 509

Kasit Aotrou, micherourion d'ho mederezh, evit ma kelennint kement pobl 'zo ha m'o badezint en anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel,--- ha m'o startaint er Feiz.Aotrou, skoazellit kement hini a c'houzañv heskinerezh evit anv ho Mab,--- rak eñ en deus prometet e rofec'h-c'hwi ar Spered a wirionez en doare ma komzfe enno.Tad hollc'halloudek, ra anavezo an holl ez oc'h unan, c'hwi, ar Verb hag ar Spered Santel,--- evit ma kredint, esperint ha karint en Doue unan.Tad ar re vev, grit d'an anaon kaout perzh en ho kloar,--- e-lec'h ma ren ho Mab hag ar Spered Santel ganeoc'h en unanded kenbeurbadel.

Hon Tad ...

Pedenn

Aotrou Doue, hon Tad, kaset hoc'h eus er bed ho Komz a wirionez, hag ho Spered a santelidigezh, evit reiñ da anaout d'an dud ho mister estlammus : roit dimp ar c'hras da ziskleriañ ar feiz wirion en ur ganañ gloar an Dreinded peurbadel, hag en ur azeuliñ an Doue-Unan hollc'halloudek. Dre hon Aotrou ...

D’al Lidgalvadenn

Ant. An Doue gwirion, unan en Dreinded ha Treinded en unanded, deuit, azeulomp. Songan al lidgalvadenn, evel en Darn voutin, 565.

Da Eurlid al lennadenn

MEULGAN (War don Rener an Iliz. Pange Solemnes)

C'hwi Tad uhelañ ha c'hwi Verb unganet

c'hwi Spered Santel a zo anavezet'vel Doue unel gant an holl a vourr boz

'liorzh ar baradoz.

Page 8: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

510 Gouel an Dreinded Santel

O! Treinded Santel, na souezhus e vevitdic'houzvez da zen, daoust ma laouenaitdremm an holl Neñviz eürus da vizviken

o kanañ laouen.

Kanañ a reont deoc'h dre m'hoc'h eus bet savet,dre ho sklerijenn renet hollad ar bed,

hag adentanet dre flamm ho Karantezkalon ho tiegezh.

A spered 'rejoc'h aeled a strolladoù,dija e rannomp ganto hor meulganoù,a hetomp kanañ 'vel ho re peurbadus

er peoc'h evurus. Amen.

SONGANADENN

Ant; 1 Bezit ganimp, Aotrou Doue unel hollc'halloudek, Tad, Mab ha Spered Santel.

Songan 8

2 Aotrou, hon Doue, *na pegen estlammus eo hoc’h anv dre an douar a-bezh, c’hwi a ren en ho kalloud *a-us d’an neñvoù.3 Eus genoù ar vugaligoù hag ar magadelled + hoc’h eus kempennet ur veuleudi a-enep d’hoc’h enebourion, *evit lakaat da devel an enebour, an dispac’her.4 Pa sellan ouzh an neñvoù, oberenn ho pizied, * ouzh al loar hag ar stered hoc’h eus stummet, 5 petra ’ta eo an den ma soñjit ennañ, * petra eo mab Adam m’hoc’h eus soursi anezhañ ? 6 E c’hraet hoc’h eus izeloc’hik eget an Aeled, + e gurunet hoc’h eus gant gloar ha gant enor, * 7 roet hoc’h eus galloud dezhañ war oberenn ho taouarn. ---

Page 9: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Da Eurlid al lennadenn 511

Lakaet hoc’h eus pep tra dindan e dreid, + 8 an deñved, an ejened holl a-gevret, *evel ivez anevaled ar maezioù,9 evned an neñv kenkoulz ha pesked ar mor, * ha kement a ya dre hentoù an dourioù.10 Aotrou, hon Doue, * na pegen estlammus eo hoc’h anv dre an douar a-bezh !

Ant; Bezit ganimp, Aotrou Doue unel hollc'halloudek, Tad, Mab ha Spered Santel.

Ant. 2 An Tad a zo karantez, ar Mab gras, ar Spered Santel kemennadenn, o! Treinded evurus.

Songan 32 (33)

I

1 Youc’hit d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh ; * evit ar re just eo un dever e veuliñ.2 Rentit bennozh d’an Aotrou war ar gitar, *salmit dezhañ war an delenn dek kordenn.3 Kanit dezhañ ur ganenn nevez, *ha gant ar mouezhioù lakit ar binvioù da genseniñ,4 rak gwirion eo lavar an Aotrou, *e fealded en em ziskouez en e holl oberoù.5 Karout a ra ar justis hag ar reizhder ; * leun eo an douar gant madelezh an Aotrou.6 Gant lavar an Aotrou eo bet graet an neñvoù, *ha gant c’hwezh e c’henou armead ar stered.7 Dastumet en deus evel en ur gibell ar morioù, *serret en deus en o islonkoù an doureier.8 An douar a-bezh da zoujo d’an Aotrou, *ra greno dirazañ holl bobladoù ar bed.9 Rak komzet en deus ha setu graet an traoù, *gourc’hemennet en deus ha setu ma oant krouet.

Page 10: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

512 Gouel an Dreinded Santel

10 An Aotrou a ziskar mennad ar Baganed, *kas a ra da netra ratozhioù ar pobloù.11 met diviz an Aotrou a chom da virviken, *mennadoù e galon a bad a rummad da rummad.

Ant. An Tad a zo karantez, ar Mab gras, ar Spered Santel kemennadenn, o! Treinded evurus.

Ant. 3 Gwirion eo an Tad, gwirionez eo ar Mab, gwirionez eo ar Spered Santel, o! Treinded evurus.

II

12 Evurus ar vroad eo an Aotrou a zo he Doue, *ar Bobl en deus dibabet evit e zomani.13 Eus lein an neñvoù e sell an Aotrou, *evit gwelout holl vugale an dud.14 Eus al lec’h ma tron emañ oc’h eveshaat *ouzh an holl dud a chom war an douar,15 eñ hag en deus stummet kalonoù an dud, *a sell pizh ouzh ar pezh a reont.16 N’eo ket un arme vras a ro an trec’h d’ar roue, *n’eo ket braster e nerzh a salv ar brezelour.17 Tromplus eo ur marc’h evit en em dennañ, *n’eo ket a-walc’h e greñvder evit bezañ salvet.18 Met war e dud fidel e par daoulagad an Aotrou, *war an dud a esper en e garantez,19 evit tennañ o eneoù eus ar marv, *hag evit o bevañ en amzer ar gernez.20 Hon ene a esper en Aotrou, *eñ a zo hor skoazell hag hon difenn ; 21 Ya, ennañ emañ levenez hor c’halon, *en e anv santel e fiziomp.22 Ra vezo warnomp ho karantez, Aotrou, *evel m’hon eus esperañs ennoc’h.

Page 11: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Da Eurlid al lennadenn 513

Ant. Gwirion eo an Tad, gwirionez eo ar Mab, gwirionez eo ar Spered Santel, o! Treinded evurus.

U/. Gant Lavar an Aotrou eo bet graet an neñvoù. R/. Ha gant C'hwezh e c'henou armead ar stered.

LENNADENN GENTAÑDiouzh Lizher kentañ sant Paol abostolda g/Korintiz 2, 1-16

Mister bras youl Doue

1 Evidon-me, breudeur, pa-z on deuet da brezeg en ho touez, n’on ket deuet gant komzoù uhel pe furnezh vras, da zegemenn deoc'h testeni Doue. 2 N’em eus ket soñjet em boa un dra bennak all da anavezout en ho touez nemet Jezuz Krist, hag eñ bet staget ouzh ar Groaz. 3 Ha me, dister, aonik, krenidik, pa-z on degouezhet du-se. 4 Va c'homzoù, va frezegennoù ne oant, tamm ebet, komzoù strobinellus ar furnezh, met enno en em ziskoueze Spered ha nerzh Doue, 5 evit na vefe ket diazezet ho feiz war furnezh an dud, met war c'halloud Doue. 6 Ha koulskoude eo furnezh ivez a brezegomp e-touez ar re beurvat, ur furnezh avat ha n’eo ket hini ar bed-mañ, nag hini priñsed ar bed-mañ, int hag a zle bezañ diskaret. 7 Met prezeg a reomp furnezh visterius Doue, an hini oa chomet kuzh, a oa bet ragaozet a holl viskoazh gant Doue evit hor gloar, 8 met miret dianav da holl briñsed ar bed-mañ; rak mar o divije hec'h anavezet, n’o divije ket staget ouzh ar Groaz Aotrou ar c'hloar. 9

Hogen, evel ma-z eo skrivet: « Ar pezh n’o deus ket gwelet daoulagad an den ha n’o deus ket klevet e zivskouarn , ar pezh n’he deus ket ijinet e galon, eo kement-se en deus ragaozet Doue evit ar re a gar anezhañ ». 10 Ya, dimp-ni en deus Doue diskleriet se dre ar Spered; rak ar Spered a drebarzh pep tra, zoken donderioù Doue. 11 Piv a anavez ar pezh a zo en un den, mar ne d-eo ket ar spered-den a zo ennañ ? Evel-se ivez n’eus hini ebet oc'h anavezout ar pezh a zo e Doue, nemet Spered Doue. 12 Ni

Page 12: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

avat n’eo ket spered ar bed-mañ hon eus resevet, met ar Spered a zo eus Doue, evit ma-z anavezimp an donezonoù en deus roet514 Gouel an Dreinded Santel

Doue dimp ; 13 ha prezeg a reomp diwar o fenn, n’eo ket gant komzoù bet desket digant furnezh an natur-den, met gant komzoù o tont eus ar Spered, en doare ma tisplegomp an traoù speredel gant gerioù speredel. 14 An den douarel ne zegemer ket traoù Spered Doue; follentez ez int evitañ ; ha ne c'hell ket o anavezout, rak an traoù-se eo dre ar Spered e komprener anezho. 15 An den speredel avat a varn diwar-benn pep tra, met n’en deus ket da vezañ barnet gant nikun.16 Rak piv en deus anavezet biskoazh furnezh Doue, evit gallout ober kentel dezhañ?Ni avat, eo furnezh ar C'hrist an hini hon eus.

PEBEILGANENN Kv. Efz 1, 17. 18; 1 Kor 2, 12a

P/. Plijet gant Doue hon Aotrou Jezuz Krist, Tad ar c'hloar, reiñ dimp gras ar furnezh ma 'n em ziskulio dimp ha ma teuimp d'e anavezout da vat, Plijet gantañ sklerijennañ daoulagad hon spered. * Evit ma ouezimp pebezh esperañs hon eus en e c'halv, pegen kaer eo pinvidigezh ar c'hloar hor bo da hêrezh e-touez ar Sent. U/. Ni avat n'eo ket spered ar bed-mañ hon eus resevet, met ar Spered a zo eus Doue. Evit ma ouezimp ...

EIL LENNADENN

Eus Lizheroù sant Atanasius eskob, (Ep. 1 ad Serapionem, 28-30: PG 26, 694-595. 599)

Sklerijenn, splannder, gras en Dreinded hag eus an Dreinded

Studiomp an hengoun, ar gelennadurezh ha Feiz an Iliz katolik a zo bet roet gant an Aotrou, prezeget gant an Ebestel ha miret gant an Tadoù. Rak war an dra-se eo bet diazezet an Iliz, ha setu perak ma pella unan bennak diouti ne c'hell ket bout na bezañ anvet, kristen. Bez' ez eus enta eus an Dreinded santel ha peurvat, a zo anavezet e kement ez eo an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel,

Page 13: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

ha n'eus ganti tra ebet estren pe bet kemmesket enni eus an diavaez, ha n'eus ket anezhi ar C'hrouer hag an traoù krouet, met Da Eurlid al lennadenn 515

bez' he deus penn-da-benn en he c'herz ar galloud krouiñ ha kenderc'hiñ ; heñvel eo outi hec'h-unan ha dirannadus dre hec'h anien, hag unan eo enni an efedusted hag an obererezh. Dre an dra-mañ end-eeun ez eo an Tad dre ar Verb er Spered Santel a ra an holl draoù, hag en doare-se eo emañ salv unded an Dreinded Santel. Evel-se eo e vez prezeget en Iliz un Doue unan nemetañ, hag a zo a-us da bep tra, dre bep tra hag e pep tra . A-us da bep tra e gwirionez evel Tad, pennabeg ha mammenn ; dre bep tra evit gwir, hep mar na marteze dre ar Verb ; e pep tra a-benn ar fin er Spered Santel. Sant Paol, pa skriv da gKorintiz a-zivout an traoù speredel a ziren pep tra d'an Doue unan nemetañ, an Tad, evel d'ur penn hepken , pa lavar : Donezonoù disheñvel a zo, met an hevelep Spered eo ; ha kargoù disheñvel a zo er ministrerezh, met an hevelep Aotrou eo bepred; hag obererezhioù disheñvel a zo, met an hevelep Doue eo bepred a ra pep tra e pep unan. Rak an donezonoù a zasparzh ar Spered da bep hini, eo a-berzh an Tad dre ar Verb ez int roet. Rak kement tra zo d'an Tad a zo d'ar Mab ; setu perak eo donezonoù speredel an Tad ar madoù roet dre ar Mab er Spered. Pa vez ar Spered ennomp, emañ ennomp ar Verb ouzh en reiñ dimp, hag er Verb emañ an Tad. Hag e-giz-se e vez sevenet an dra-mañ : Mont a raimp davetañ hag e e vimp o chom gantañ. Rak e-lec'h m'emañ ar sklerijenn, eno emañ ivez ar splannder, hag evel-se ivez hec'h efedusted ha splannder he gras. An dra-se c'hoazh a gelenn sant Paol en Eil Lizher da gKorintiz gant ar c'homzoù-mañ : Gras an Aotrou Jezuz Krist, karantez Doue an Tad, hag unvanidigezh ar Spered Santel ra vezo ganeoc'h holl ! Evel-se eo ez eo en Dreinded ez eo roet ar c'hras hag an donezon a-berzh an Tad, dre ar Mab, er Spered Santel. Rak en hevelep doare m'eo eus an Tad dre ar Mab ez eo roet ar c'hras, evel-se ennomp ne c'hell bezañ treuzkaset an donezon nemet er Spered Santel. Rak dre gemer perzh ennañ eo hon eus karantez an Tad, gras ar Mab ha kenunaniezh ar Spered

Page 14: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Santel. 516 Gouel an Dreinded Santel

PEBEILGANENN P/. Bennigomp an Tad hag ar Mab gant ar Spered Santel. * Meulomp hag uhelveulomp anezhañ er c'hantvedoù. U/. Benniget eo Doue en oabl an neñv, ha dellezek a veuleudi ha leun a c'hloar er c'hantvedoù. * Meulomp ...

MEULGAN C'hwi Doue, 568. Pedenn, evel d'ar Meullidoù-beure

D'ar Meullidoù-beureMEULGAN

O! Treinded santel, skedus ho tron dreist par, ra vo deoc'h atav ur veulganenn a c'hloar,

a zalc'hit dre dan ho karantez 'vidomp e don hor c'halon.

Krouer an holl draoù, Tad, gwir vammenn a nerzh,d'an holl re a roit, en ho puhez bout perzh, grit dezho gounit betek kaout en o c'hreiz

donezon ar feiz.

Gwrez ha melezour ar sklerijenn beurbad,Mab, ar re a rit ho preur ha kavandad,

dimp a zo skourroù e-barzh ho kwinienn ro/it startijenn.

Karantez, tommder, reizhded, dre ho kalloudsklaer koulz hag habask da gerreizhañ pep boud,

Spered, nevezit hag entanit ent-donhor meiz, hor c'halon.

Ostizez ken dous,Treinded azeuladusgrit ma vimp stag deoc'h dre garantez padus,

betek ma kanimp da viken meulganoù ennoc'h er joaioù.

Ant. 1 Deoc'h enor ha renerezh, deoc'h gloar ha galloud, deoc'h meuleudi ha trid er c'hantvedoù diziwezh, o! Treinded santel.

Page 15: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Songanoù ha Lidkan diouzh deiz-an-Aotrou sizhun I, 599. D'ar Meullidoù-beure 517

Ant. 2 C'hwi evel-just a veulont, c'hwi a azeulont, c'hwi a vez graet klod deoc'h gant hoc'h holl grouadurioù, o! Treinded santel.

Ant. 3 Pep tra dioutañ, pep tra drezañ, pep tra ennañ : dezhañ gloar er c'hantvedoù.

LENNADENN VERR 1 Kor 12, 4-6 Donezonoù disheñvel a zo, met an hevelep Spered eo bepred ; ha kargoù disheñvel a zo er ministrerezh, met an hevelep Aotrou eo bepred ; hag obererezhioù disheñvel a zo, met an hevelep Doue eo bepred a ra pep tra e pep unan.

PEBEILGANENN VERR P/. Deoc'h meuleudi, deoc'h klod, * O! Treinded santel. Deoc'h ... U/. Deoc'h trugarekadenn e kantvedoù ar c'hantvedoù. * O! Treinded santel. Klod d'an Tad ... Deoc'h meuleudi ...

Gant Lidkan Zakaria, ant. Ra viot benniget krouerez ha renerez pep tra, Treinded santel ha dizisrannadus koulz bremañ ha bepred ha dre gantvedoù diziwezh ar c'hantvedoù.

ASPEDENNOUAzeulomp an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel ha tridomp en ur rentañ klod dezho : Klod d'an Tad, ha d'ar Mab, ha d'ar Spered Santel.Tad santel, pa ne ouzomp ket penaos pediñ evel m'eo dleet, ho teurvezet reiñ dimp ar Spered Santel,--- evit ma teuio war sikour hor sempladurezh hag evit ma pedo evidomp evel ma plij deoc'h.Mab Doue, c'hwi hag hoc'h eus goulennet ouzh ho Tad reiñ ar Gwarezer d'hoc'h Iliz,--- grit ma vezo o chom ganimp da viken ar Spered a wirionez.Deuit Spered Santel, lakait ho frouezh da zareviñ en hon c'halonoù : karantez, levenez, peoc'h, pasianted, douster, hegarated, madelezh,

Page 16: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

--- hirbasianted, kuñvelezh, fealded, elevez, emziouerez, kasted.518 Gouel an Dreinded Santel

Tad hollc'halloudek, c'hwi hag hoc'h eus kaset en hon c'halonoù Spered ho Mab o lavarout : Abba, Tad,--- grit dimp bezañ bountet gant ar Spered, en doare ma vimp hoc'h hêred, ha zoken kenhêred ar C'hrist. (Klod d'an Tad, ha d'ar Mab, ha d'ar Spered Santel.)Aotrou Krist, c'hwi a gasas ar Spered frealzer o tont eus an Tad, evit ma rofe testeni diwar ho penn,--- grit m'hon lakaio e stad da reiñ testeni evidoc'h dirak an dud.

Hon Tad ...

Pedenn

Aotrou Doue hon Tad, kaset hoc'h eus er bed ho Komz a wirionez hag ho Spered a santelidigezh, evit reiñ da anaout d'an dud ho mister estlammus : roit dimp ar c'hras da ziskleriañ ar feiz wirion en ur ganañ gloar an Dreinded peurbadel, hag en ur azeuliñ an Doue-Unan hollc'halloudek. Dre hon Aotrou ...

Da Eur kreiz an deiz

D'an Trede Eur

Ant. C'hwi a bedomp, c'hwi a veulomp, c'hwi a azeulomp, o! Treinded santel.

LENNADENN VERR 2 Kor 1, 21-22

Eñ, Doue, hag a ro dimp a-gevret ganeoc'h, kaout kennerzh er C'hrist ha bezañ sakret ennañ, eñ ivez eo an hini en deus hor merket gant e siell en ur reiñ dimp en hor c'halonoù, evel arrez, ar Spered.

U/. It-tre dre e zorioù da gofez. R/. Roit klod da Zoue an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel.

D'ar C'hwec'hvet

Ant. Hon esperañs, hor silvidigezh, hon enor, o! Treinded

Page 17: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

santel. D'an Eil Pardaezlid 519

LENNADENN VERR Kv. Gal 4, 4. 5-6 Doue en deus kaset e Vab evit ober ac'hanomp e advibion. Ha dre ma-z oc'h mibion eo en deus kaset Doue en hor c'halonoù Spered e Vab o krial ennomp : Abba, Tad !

U/. O! Treinded santel ha benniget ha glorius. R/. Tad ha Mab ha Spered Santel.

D'an Navet

Ant. Embann a reomp ez oc'h-c'hwi bepred heñvel, o vevañ hag oc'h anaout.

LENNADENN VERR Dsk 7, 12 Ar veuleudi, ar c'hloar, ar furnezh, ar grasoù, an enor, ar galloud hag an nerzh d'hon Doue evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen.

U/. Benniget ez oc'h, Aotrou, en oabl an neñvoù. R/. Ha dellezek a veuleudi ha leun a c'hloar er c'hantvedoù.

Pedenn, evel d'ar Meullidoù-beure.

D'an Eil Pardaezlid

MEULGAN, evel d'ar 1-añ Pardaezlid, 505.

SONGANADENN

Ant.1 O! Treinded gwir uhel peurbadel, Tad ha Mab ha Spered Santel.

Songan 109 (110), 1-5. 71 Lavaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : *« Azez a-zehou din, ken na rin eus da enebourion *ur skabell evit da dreid ».2 An Aotrou a astenno eus Sion da veli a roue ; *

Page 18: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

gourc’hemenn gant galloud e-kreiz da enebourion.520 Gouel an Dreinded Santel

3 Te ’zo priñs e deiz da c’hanedigezh, +e sked ar santelezh, *eus va c’halon a-raok gouloù-deiz me am eus da c’hanet. 4 En touet en deus an Aotrou, ha keuz n’en devo ket : *« Te ’zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek ».5 A-zehou dit emañ an Aotrou, *en deiz e fulor e flastr ar rouaned.7 War e hent ec’h evo eus ar froud, *hag en abeg da se ec’h adsavo e benn.

Ant. O! Treinded gwir uhel peurbadel, Tad ha Mab ha Spered Santel. Ant. 2 Hon dieubit, hon salvit, hon buhezit, o! Treinded santel.

Songan 113 A (114)

1 Pa-z eas Israel er-maez eus an Egipt, *tiegezh Yakob eus a douez ur bobl barbar,2 e reas eus Youda e santual, *eus Israel e zomani.3 Ar mor a welas hag a dec’has, *ar Yordan a zistroas war e giz.4 Ar menezioù a lammas evel maouted, *an tosennoù evel deñvedigoù.5 Petra ’c’hoarvez ganit, o Mor, pa dec’hez kuit, *ha ganit, Yordan, pa zistroez war da giz ?6 Petra, menezioù, pa lammit evel maouted, *ha c’hwi, torgennoù, evel deñvedigoù ?7 Dirak an Aotrou, kren o douar, *dirak splannder Doue Yakob,8 a dro ar garreg en ur vammenn-dour, *hag ar roc’h en ur stivell.

Page 19: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Ant. Hon dieubit, hon salvit, hon buhezit, o! Treinded santel. D'an Eil Pardaezlid 521

Ant. 3 Santel, santel, santel an Aotrou Doue hollc'halloudek, a oa hag a zo hag a zo da zont.

Al lidkan da heul a lavarer gant Allelouia evel ma-z eo merket amañ pa vez distaget war gan ; pa vez dibunet avat eo a-walc’h lavarout Allelouia e deroù hag e dibenn pep hini eus ar pozioù.

Lidkan Kv. Disk 19, 1-2. 5-7 Allelouia.1 Ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, * (R/. Allelouia.)2 dre ma z eo gwirion ha reizh e varnedigezhioù. R/. Allelouia (allelouia).

Allelouia.5 Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion, * (R/. Allelouia.) hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ! .R/ Allelouia ( allelouia ).

Allelouia6 Rak setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue mestr an hollved. * (R/. Allelouia.)7 Bezomp laouen ha tridomp ha rentomp gloar dezhañ. R/. Allelouia ( allelouia ).

Allelouia. Rak setu deuet eured an Oan, *(R/. Allelouia.) hag e bried a zo en em gempennet.R/. Allelouia ( allelouia ).

Ant. Santel, santel, santel an Aotrou Doue hollc'halloudek, a oa hag a zo hag a zo da zont. .

LENNADENN VERR Efz 4, 3-6

Bezit aketus da virout unander ar Spered dre chom liammet

Page 20: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

er peoc'h. N'eus nemet ur c'horf, nemet ur Spered, evel522 Gouel an Dreinded Santel

kennebeut-all n'eus nemet un esperañs ez oc'h bet galvet da vevañ enni. N'eus nemet un Aotrou, ur Feiz, ur vadeziant. N'eus nemet un Doue ha Tad an holl, a zo a-us da bep tra, a labour dre bep tra hag e pep tra.

PEBEILGANENN VERR

P/. Bennigomp an Tad hag ar Mab gant ar Spered Santel. * Meulomp anezhañ er c'hantvedoù. Bennigomp ... U/. Da Zoue hepken, enor ha klod. * En meulomp er c'hantvedoù. Klod d'an Tad ... Bennigomp ...

Gant Lidkan Mari, ant. C'hwi Doue an Tad nann ganet, c'hwi ar Mab unganet, c'hwi Spered Santel Gwarezer, Treinded santel ha dizisrannadus, a holl galon hag a holl vouezh hoc'h anzavomp, ho meulomp koulz hag ho pennigomp ; deoc'h-c'hwi ar c'hloar er c'hantvedoù.

ASPEDENNOU

An Tad dre ar Spered Santel a roas buhez da gorf ar C'hrist e Vab hag a reas anezhañ ar roer buhez evidomp, . Da Zoue unan ha tri kasomp ar bedenn-mañ a c'hlod : Klod d'an Tad ha d'ar Mab ha d'ar Spered Santel.Tad, Doue hollc'halloudek ha peurbadel, kasit ar Spered Santel Gwarezer en anv ho Mab war an Iliz,--- evit m'he dalc'ho e unaniezh ar garantez hag ar wirionez peurvat.Kasit Aotrou, micherourion d'ho mederezh, evit ma kelennint kement pobl 'zo ha m'o badezint en anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel,--- ha m'o startaint er Feiz.Aotrou, skoazellit kement hini a c'houzañv heskinerezh evit anv ho Mab,--- rak eñ en deus prometet e rofec'h-c'hwi ar Spered a wirionez

Page 21: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

en doare ma komzfe enno. D'an Eil Pardaezlid 523

Tad hollc'halloudek, ra anavezo an holl ez oc'h unan, c'hwi, ar Verb hag ar Spered Santel,--- evit ma kredint, esperint ha karint en Doue unan.Tad ar re vev, grit d'an anaon kaout perzh en ho kloar,--- e-lec'h ma ren ho Mab hag ar Spered Santel ganeoc'h en un unander ken-beurbadel.

Hon Tad ...

Pedenn

Aotrou Doue hon Tad, kaset hoc'h eus er bed ho Komz a wirionez hag ho Spered a santelidigezh, evit reiñ da anaout d'an dud ho mister estlammus : roit dimp ar c'hras da ziskleriañ ar feiz wirion en ur ganañ gloar an Dreinded peurbadel, hag en ur azeuliñ an Doue-Unan hollc'halloudek. Dre hon Aotrou ....

Page 22: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

-524

Deiz-lid V goude gouel an Dreinded Santel

GOUEL KORF HA GWAD SAKR HOR SALVER JEZUZ KRIST

Gouel-meur

E-lec'h ma n'eo ket gouel-meur Korf ha Gwad sakr Jezuz Krist da vezañ miret evel gouel-berz, e vez lidet, evel pa vije deiz-lid goubarel, da Zeiz-an-Aotrou goude gouel an Dreinded Santel.

D'ar 1-añ Pardaezlid

MEULGAN (war don gregorian Pange lingua)

Kan o! va zeod, kanoù a c'hloar Pange lingua, gloriosid'ar c'horf-mañ 'n e visterioù, corporis mysteriumha d'ar gwad-mañ a briz dreist par sanguinisque pretiosi,daspren 'vit an holl vedoù, quem in mundi pretium,frouezhenn ul lignez uhel-varr, frucrus ventris generosia skuilhas Roue ar pobloù. Rex effudit gentium.

Roet dimp-ni, 'vidomp ganet Nobis datus, nobis natusgant ur werc'hez hep nammoù, ex intacta virgine,hag en deus d'ar bed prezeget, et in mundo conversatus,ha taolet had e gomzoù, sparso verbi semine,hag e veaj en deus klozet qui moras incolatuswar an douar dre vurzhudoù. miro clausit ordine.

Da noz ar goan-se diwezhañ In supremae nocte cenaeouzh taol gant e heulierien, recumbens cum fratribus,goude lid al lezenn gentañ observata lege plenesentus d'al lezennourien, cibis in legalibus,gant e zaouarn e ra dioutañ cibum turbae duodenaemagadur d'e ziskibien. se dat suis manibus.

Ar Ger graet den, war-bouez ur ger Verbum caro panem veruma gemm bara 'n e gorf den, verbo carnem efficit,ha gwad ar C'hrist eus gwin picher, fitque sanguis Christi merum,ha, daoust d'hor skiant digompren, et, si sensus deficit,da gennerzhañ ur galon sklaer ad firmandum cor sincerum

Page 23: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

a-walc'h eo ar feiz hepken. sola fides sufficit. D'ar 1-añ Pardaezlid 525

Dirak ur Sakramant ken bras Tantum ergo sacramentumstouomp en azeulerezh, veneremur cernui,hag al lid kozh ra lezo plas et antiquum documentumdirak ar mister nevez ; novo cedat ritui ;ar feiz da harpo gant he gras praestet fides supplementumhor skiant 'n he sempladurezh. sensuum defectui.

Da Zoue an Tad, da Zoue ar Mab Genitori Genitoquelevenez ha meulganoù, laus et jubilatio,ra vezo anaoudegezh vat salus,honor, virtus quoque salud, enor, galloudoù ; sit et benedictio ;d'o Spered Santel kenkoulz all procedenti ab utroque kevatal meuleudioù Amen. compar sit laudatio. Amen.

SONGANADENN

Ant. 1 Dous eo an Aotrou, roet en deus ur vagadurezh d'e dud fidel, da lid-eñvor eus e vurzhudoù.

Songan 110 (111)1 Kanmeuliñ a rin an Aotrou a greiz va c’halon, *e kuzul an dud reizh hag en o bodadeg.2 Bras eo oberoù an Aotrou, *un enklask didermen evit an neb a gar anezho.3 Splannder ha galloud ez eo e labour, *hag e reizhder a bad da virviken.4 Savet en deus ul lid-eñvor eus e vurzhudoù, *na trugarezus ha dous eo an Aotrou.5 Roet en deus ur vagadurezh d’e dud fidel, *da virviken en devo soñj eus e Emglev.6 Diskouezet en deus d’e bobl galloud e oberoù, +dre reiñ dezho da zomani madoù ar broadoù ; *7 gwirion ha reizh eo labour e zaouarn. Ha divrall e holl c’hourc’hemennoù, +8 diazezet evit atav ha da viken, *ha sevenet gant eeunded ha gwirionez.9 Kaset en deus d’e Bobl ar silvidigezh, *

Page 24: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

ha divizet ganti un emglev peurbadel. ---

526 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

Na santel ha spouronus eo e anv. *10 Penn-kentañ ar furnezh eo doujañs an Aotrou, ha skiant-vat a zo gant kement en em stag outi ; *meuleudi an Aotrou a bado da viken.

Ant. Dous eo an Aotrou, roet en deus ur vagadurezh d'e dud fidel, da lid-eñvor eus e vurzhudoù.

Ant. 2 Eñ hag en deus suraet ar peoc’h war harzoù an Iliz, hor magañ a ra an Aotrou gant flour ar gwinizh.

Songan 147 (147 B)12 Jerusalem, meul an Aotrou ; *kan da Zoue, o Sion.13 Rak startaet en deus morailhoù da zorioù, *ha benniget ennout da vugale.14 War da harzoù en deus suraet ar peoc’h, *da vagañ a ra gant flour ar gwinizh.15 Degemenn a ra e gomz d’an douar, *buan ha prim e red e lavar.16 Ledañ a ra an erc’h evel gloan, *strewiñ a ra ar frim evel ludu..17 Teurel a ra e c’hrizilh evel bruzun, *dirak e frim piv a zalc’ho ?18 Nemet e kas e lavar hag e teuz anezho, *c’hwezhañ a ra e avel hag e red an dourioù.19 Diskuliet en deus e lavar da Yakob, *e lezennoù hag e urzhioù da Israel.20 Evit pobl all ebet n’en deus graet kement-se, *n’eo ket da reoù all en deus diskleriet e zivizoù.

Ant. Eñ hag en deus suraet ar peoc’h war harzoù an Iliz, hor magañ a ra an Aotrou gant flour ar gwinizh.

Ant. 3 E gwirionez, e gwirionez, n'eo ket Moizez en deus roet deoc'h ar bara eus an neñv, met va Zad eo a ro deoc'h ar bara eus

Page 25: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

an neñv, an hini gwirion, allelouia. D'ar 1-añ Pardaezlid 527

Lidkan Dsk 11, 17-18; 12, 10 b-12 a11,17 Ho trugarekaat a reomp, *Aotrou Doue, c’hwi an hollc’halloudeg, an hini a zo hag a oa, *dre m’hoc’h eus kemeret en ho torn ho kalloud bras evit ren da roue.18 Ar broadoù o doa en em savet gant kounnar, * met setu deuet ho kounnar-c’hwi, ar c’houlz evit ar re varv da vezañ barnet ; ar c’houlz da reiñ o gopr d’ho servijerion ar brofeded ar sent * hag ar re o deus doujet hoc’h anv, ar re vihan hag ar re vras.12,10Bremañ eo deuet da wir silvidigezh, nerzh, roueelezh hon Doue *ha galloud e Grist. rak stlapet eo bet d’an traoñ tamaller hor breudeur, * an hini o zamalle dirak hon Doue deiz ha noz.11 Int ivez o deus trec’het warnañ dre wad an Oan * ha dre lavar o zesteni. Rak disprizet o deus o buhez * betek mervel.12 Dre-se bezit laouen, o Neñvoù, * ha c’hwi ar re a chom enno.

Ant. E gwirionez, e gwirionez, n'eo ket Moizez en deus roet deoc'h ar bara eus an neñv, met va Zad eo a ro deoc'h ar bara eus an neñv, an hini gwirion, allelouia.

LENNADENN VERR 1 Kor 10, 16-17 Ar c'halir a vennozh a vennigomp, hag-eñ n'eo ket ur gomunion ouzh gwad ar C'hrist ? Ar bara a rannomp, hag-eñ n'eo ket ur gomunion ouzh korf ar C'hrist ? Peogwir n'eus nemet ur bara hepken, ned omp ni holl nemet ur c'horf hepken ; rak holl e kemeromp hol lod eus ar bara unan-se.

PEBEILGANENN VERR P/. Bara an neñv a roas dezho, * Allelouia, allelouia. Bara ... U/. An den en deus debret bara an aeled. * Allelouia, allelouia.

Page 26: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Klod d'an Tad ... Bara ...528 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

Gant lidkan Mari, ant. Pegen c'hwek eo, Aotrou, ho spered ! Evel ma tiskouezit ho karantez tener evit ho pugale en ur reiñ dezho bara an neñv, e leugnit a vadoù ar re o deus naon, en ur gas kuit ar re binvidik goullo o daouarn.

ASPEDENNOUAn Aotrou Krist, er pred ma kouvi an holl, a ro e gorf hag e wad evit buhez ar bed ; aspedomp anezhañ : Aotrou Krist, dre ar bara eus an neñv roit dimp ar vuhez peurbadel.Aotrou Krist, mab an Doue bev, c'hwi hag hoc'h eus gourc'hemennet ober pred Sakramant an Aoter en eñvor ac'hanoc'h,--- pinvidikait hoc'h Iliz dre liderezh feal ar misterioù.Aotrou Krist, beleg nemetañ an Aotrou Doue uhel-meurbet, c'hwi hag hoc'h eus fiziet er veleion ar garg da ginnig ho sakramantoù,--- roit dezho ar c'hras da ren o buhez hervez skouer ar pezh a lidont.Aotrou Krist, bara eus an neñv, c'hwi hag a vod en ur c'horf hepken ar re a gemer perzh er memes bara,--- adstartaait ar peoc'h hag an unaniezh a galon etre an holl re a gred ennoc'h.Aotrou Krist, mezeg eus an neñv, c'hwi hag a ginnig remed an divarvelezh ha gwarantiz an dasorc'hidigezh dre ho para,--- roit en-dro yec'hed d'ar re glañv hag esperañs vev d'ar bec'herien.Aotrou Krist, roue a zle dont, c'hwi hag hoc'h eus gourc'hemennet ma vezo lidet betek ho tistro ar misterioù o rakkemenn ho marv,--- d'an holl re a zo marvet ennoc'h, roit perzh en hoc'h adsav a varv da vev.

Hon Tad ...

Pedenn

Aotrou Jezuz Krist, er sakramant burzhudus-mañ hoc'h eus lezet ganimp eñvor ho pasion : grit dimp enta, ni ho ped, kaout

Page 27: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

evit mister santel ho korf hag ho kwad an doujañs hag ar garantez Da Eurlid al lennadenn 529

a zo dleet, evit ma c'hellimp kaout perzh bepred e frouezh ar silvidigezh. C'hwi a vev ...

D’al Lidgalvadenn

Ant. Ar bara a vuhez, an Aotrou Krist , deuit, azeulomp anezhañ.

Songan al lidgalvadenn, evel en Darn voutin, 565.

Da Eurlid al lennadenn

MEULGAN (War don Lavaromp ar chapeled )

Er gouelioù santel-mañ bezomp leuniet a joa, Sacris solemniis iuncta sint gaudia,ha meulomp Doue a-greiz hor c'halonoù; et ex praecordiis sonent praeconia; ra gilo an traoù kozh, ra vo nevez pep tra, recedant vetera, nova sint omnia, hor c'halonoù, hor mouezhioù, hag hon oberoù. corda, voces et opera.

Setu ma lider gouel noz diwezhañ da goan, Noctis recoliturcena novissima, roet enni gant Jezuz da zebriñ d'e vreudeur qua Christus creditur agnum et azyma hervez al lezenn gozh bara dic'hoell hag oan dedisse fratribus iuxta legitima 'vel enskrivet gwezhall gant an hendadoù meur. priscis indulta patribus.

'n o sempladurezh e ro e gorf d'o harpañ, Dedit fragilibus corporis ferculum,en o zristidigezh, e wad d'o frealziñ, dedit et tristibus sanguinis poculum, en ur lavarout: «Kemerit ar gibad-mañ dicens: «Accipite quod trado vasculum;a roan evidoc'h; evit holl anezhi. ». omnes ex eo bibite ».

Evel-se en deus savet ar Sakrifis-se Sic sacrificium istud instituit,eo bet fellet dezhañ reiñ ar garg anezhañ cuius officium committi voluitd'ar veleion hepken, a strollas evel-se, solis presbyteris, quibus sic congruit,evit e ensammañ, ha d'ar re all rannañ. ut sumant et dent ceteris.

Bara an aelez a dro da vara an dud; Panis angelicus fit panis hominum;bara an neñvoù a lak fin d'ar skeudennoù. dat panis caelicusfiguris terminum.Jezuz a vez debret: O! souezhusat burzhud, O res mirabilis: manducat Dominumgant ar paour, ar sklav, an disterañ tudigoù. servus pauper et humilis.

Deoc'h-c'hwi Doue unan ha tri e c'houlennomp Te, trina Deitas unaque, poscimus;deuit davedomp-ni pa vezomp ouzh ho meuliñ, sic nos tu visitas sicut te colimus:dre hoc'h hentoù hon renit e-lec'h a hetomp, per tuas semitas duc nos quo tendimus

Page 28: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

e sklerijenn an neñv e-lec'h ma chomit-c'hwi. Amen. ad lucem quam inhabitas.530 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

SONGANADENN Ant. 1 Kemennit d'an dud a zo bet pedet : setu m'am eus aozet va fest, deuit d'an eured, allelouia.

Songan 22 (23)1 Va fastor eo an Aotrou, n’eus tra ebet o vankout din : * 2 war bradeier leton glas em laka da c’hourvez. Va ren a ra d’an dourioù diskuizhus, *3 da advevaat va ene. Va bleinañ a ra dre hentoù ar reizhder * evit enor e anv.4 Ha pa gerzhin dre stankenn ar marv, n’em bo aon rak droug ebet, *c’hwi em c’hichen. Gant ho pazh hag ho kammell, * a laka dinec’h va ene.5 Evidon ec’h aozit ur pred *a-dal d’am enebourion ; war va fenn e skuilhit ho c’hwez-vat, * va c’halir ’zo leun-barr.6 Madelezh ha gras a gerzho ganin * a-hed deizioù va buhez, va chomadur a vo ti an Aotrou * a-hed an holl amzer.

Ant. Kemennit d'an dud a zo bet pedet : setu m'am eus aozet va fest, deuit d'an eured, allelouia.

Ant. 2 Piv bennak en deus sec'hed, ra zeuio d'am c'haout, ha ra evo diouzh an eienenn beurbadel.

Songan 41 (42)2 Evel ma hirvoud an heizez etrezek an dourioù bev, *evel-se emañ va ene ouzh o c’hoantaat, Aotrou Doue.3 Sec’hed en deus va ene eus Doue, eus Doue ar vuhez ; *pegoulz ez in da welout splannder Doue ?

Page 29: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Da Eurlid al lennadenn 531

4 Va bara, deiz ha noz, eo va daeroù, * pa lavarer ouzhin hep paouez : «Pelec’h emañ da Zoue ? ».5 Soñj am eus hag em c’halon en em skuilh va eñvorioù ; +penaos e kerzhen e penn an dud * ouzh o bleinañ da di Doue, e-kreiz meuleudioù a levenez, *gant an engroez en e drivli.6 Perak out mantret, va ene, *ha perak hirvoudiñ ? Esper e Doue, rak e veuliñ a fell din, *eñ va salver ha va Doue.7 Mantret em c’hreiz eo va ene ; +pa soñjan ennoc’h *eus douar ar Yordan hag an Hermon, eus ar menez Misar.8 An islonk a c’halv an islonk gant trouz ho lammdourioù ; *holl donnoù ha gwagennoù ho lanv a zo tremenet warnon.9 Ra blijo gant Doue reiñ din e c’hras a-hed an deiz, +a-hed an noz ho kanañ a rin hag ho meuliñ, *Doue va buhez.10 Lavarout a ran d’am Doue : *« Va roc’hell ez oc’h-c’hwi. Perak va ankouaat, +perak e kerzhan en dristidigezh, *kalemarc’het gant an enebour ?11 Va eskern ennon a zo brevet, +gant dismegañsoù va gwaskerion, *pa c’houlennont ouzhin a-hed an deiz : « Pelec’h emañ da Zoue ? ».12 Perak out mantret, va ene, *ha perak hirvoudiñ ? Esper e Doue, rak e veuliñ a fell din, *eñ, va salver ha va Doue.

Page 30: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

532 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

Ant. Piv bennak en deus sec'hed, ra zeuio d'am c'haout, ha ra evo diouzh an eienenn beurbadel.

Ant. 3 Hor maget en deus an Aotrou gant flour ar gwinizh, hag eus mel ar roc'hell en deus roet dimp hor gwalc'h.

Songan 80 (81)2 Youc’hit gant levenez da Zoue, hor skoazeller, * gant brasañ joa , meulit Doue Yakob.3 Skoit evit ar c’han war an daboulinig, *stokit ouzh an delenn heson hag al lirenn.4 Sonit gant ar c’horn evit al loar nevez, *evit al loargann, evit hon deiz-gouel.5 Sed un dra bet divizet evit Israel, *ur gourc’hemenn a-berzh Doue Yakob,6 Ur reolenn diazezet evit Yozef, +pa’z eas er-maez eus douar Bro-Egipt ; *klevet az poa ur yezh n’anavezes ket :7 « Met ar bec’h am eus tennet diwar da choug ; *da zaouarn am eus diskroget diouzh ar baner.8 Pa gries a-greiz da anken em eus da zieubet, +respontet em eus dit, kuzhet er c’hurunoù, *da amprouet em eus e dourioù Meriba.9 Selaou, va fobl, ar c’hemenn a roan dit, *o Israel, ma c’hellfes va selaou !10 Arabat dit kaout ganit doueoù estrañjour, *na stouiñ dirak un doue diavaeziat.11 Me eo an Aotrou, da Zoue, +am eus da dennet eus douar Bro-Egipt ; *digor da c’henoù, hag e leuniañ a rin. 12 Met va fobl n’he deus ket selaouet va mouezh, *Israel n’en deus ket sentet ouzhin.13 Hag o lezet em eus da heuliañ kaleter o c’halon, *ha da gerzhout hervez o mennadoù.14 A, mar plijfe d’am fobl selaou ac’hanon, *ma kerzhfe Israel gant va hentoù !

Page 31: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Da Eurlid al lennadenn 533

15 En un taol e tiskarfen e enebourion *ha war e waskerion e kouezhfe va dorn.16 Ar re o deus kasoni ouzh an Aotrou a rafe ardoù dezhañ, *ha spouronet e chomfent da viken ;17 eñ avat, gant flour ar gwinizh e vagfen anezhañ, *hag eus mel ar roc’hell e rofen e walc’h dezhañ ».

Ant. Hor maget en deus an Aotrou gant flour ar gwinizh, hag eus mel ar roc'hell en deus roet dimp hor gwalc'h.

U/. Ar furnez he deus savet he zi, allelouia. R/. Mesket he deus he gwin ha lakaet prest he zaol, allelouia.

LENNADENN GENTAÑDiouzh Levr an Ermaeziadeg 24, 1-11

Goude bezañ arvestet ouzh Doue, e tebrjont hag ec'h evjont.

1 Da v/Moizez e oa bet lavaret : « Pign da gaout an Aotrou, te hag Aaron, Nadab hag Abihou ha dek-ha-tri-ugent eus kozhidi Israel, ha da azeuliñ a-bell. 2 Hag e tostaio Moizez e-unan ouzh an Aotrou; int ne dostaint ket. Hag ar Bobl ne bigno ket gantañ ». 3 Hag e teuas Moizez da gontañ d’ar Bobl holl gomzoù an Aotrou hag e holl setañsoù. Hag e respontas an holl dud a vouezh unvan, o lavarout : « An holl draoù en deus lavaret an Aotrou a raimp ». 4 Hag e skrivas Moizez holl gomzoù an Aotrou, hag e savas abred diouzh ar beure, hag e savas un aoter e traoñ ar menez ha daouzek peulvan evit daouzek meuriad Israel. 5 Hag e kasas yaouankizoù mibien Israel da ginnig holloskadoù ha peoc'haberzhoù d’an Aotrou gant tirvi. 6 Hag e kemeras Moizez un hanter eus ar gwad, a lakas er beselioù, hag an hanter all eus ar gwad a sparfas ouzh an aoter. 7 Hag e kemeras levr an Emglev, hag e lenn a reas ouzh divskouarn ar Bobl, hag e lavarjont : « Holl bezh a lavar an Aotrou a raimp hag e sentimp ». 8 Hag e kemeras Moizez eus ar gwad hag e sparfañ a reas war ar

Page 32: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Bobl en ur lavarout : “ Setu gwad an534 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

Emglev en deus divizet an Aotrou ganeoc'h, hervez an holl gomzoù-mañ “. 9 Hag e pignas Moizez hag Aaron, Nadab hag Abihou, ha dek-ha-tri-ugent eus kozhidi Israel. 10 Hag e weljont Doue Israel : dindan e dreid e oa evel un dra pavezet e safir, evel an neñvoù o-unan, ken glan ma oa. 11 War ar vrientinien-mañ eus mibien Israel ne gasas ket e zorn : goude bezañ arvestet ouzh Doue, e tebrjont hag ec'h evjont.

PEBEILGANENN Yan 6, 48-50. 51ab

P/. Me eo bara ar vuhez. Ho tud kozh o deus debret ar manna er gouelec'h, hag a zo marvet. * Evel-henn emañ ar bara a ziskenn eus an neñv : ma ne varv ket an hini a zebr dioutañ. U/. Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. An neb a zebro eus ar bara-se a vevo da viken. * Evel-henn emañ ...

EIL LENNADENN

Eus Oberennoù sant Tomaz Akwinaz beleg, (Opusculum57, in festo Corporis Christi. Lect. 1-4)

A

Mab unganet Doue, mennet ma oa d'hon lakaat da gemer perzh en e zoueelezh en deus kemeret hon natur e sell da zoueelat an dud, eñ hag en deus en em c'hraet den. Ouzhpenn da se, ar pezh en deus kemeret diouzh hon natur en deus deroet penn-da-benn evit hor silvidigezh. Rak war aoter ar Groaz en deus roet e gorf e sakrifis da Zoue an Tad evit hon adunvaniñ outañ ha skuilhet en deus e wad evit ma vefe war un dro hon daspren hag hor badeziant : dasprenet diouzh ur sklavelezh truezus ma vefemp glanaet diouzh hor pec'hedoù. Hag evit ma talc'hfemp atav an eñvor eus ur vadoberenn ken bras, en deus lezet gant ar fideled e korf da zebriñ hag e wad da

Page 33: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

evañ, dindan arvezioù ar bara hag ar gwin. Da Eurlid al lennadenn 535

O ! Banvez prizius ha sebezus, a zegas ar silvidigezh hag a zo leun a zouster ! Daoust hag e c'hell bezañ tra priziusoc'h eget ar banvez-se e-lec'h na ginniger ket ken evel el Lezenn gozh debriñ kig al leueoù hag ar bouc'hed, met ar C'hrist a zo Doue e gwirionez ? Daoust hag ez eus un dra bamusoc'h eget ar sakramant-se ? Sakramant all ebet zoken ne ra efedoù salvusoc'h eget hemañ : diverkañ a ra ar pec'hedoù, lakaat a ra ar vertuzioù da greskiñ ha bouetaet e vez ar spered gant fonnusted an holl zonezonoù speredel. Kinniget e vez en Iliz evit ar re vev hag evit ar re varv evit mad an holl, o vezañ m'eo bet savet evit silvidigezh an holl. Erfin, den n'eo gouest da lavarout dudioù ar sakramant-se, peogwir e tañvaer ennañ an douster speredel en e eienenn ; hag e lider ennañ eñvor ar garantez dreist hini en deus diskouezet Jezuz Krist en e basïon. Fellout a rae dezhañ e vefe engravet donoc'h e kalon ar fideled braster divent ar garantez-se. Setu perak, d'ar Goan ziwezhañ, goude bezañ lidet ar Pask gant e ziskibled, p'edo war-nes tremen eus ar bed-mañ d'e Dad, e savas ar sakramant-mañ evel degounad peurbadel e basïon, o kas da benn an henrakskeudennoù, e vrasañ burzhud ; ha d'ar re a vefe leuniet a dristidigezh diwar e ezvezañs, e lezas ar sakramant-se evel ur frealz dreistpar.

PEBEILGANENN

P/. Anavezit ar pezh a zo er bara ar pezh a oa a-ispilh ouzh kroaz ; ar pezh a zo er c'halir, ar pezh a ziver eus ar c'hostez. Kemerit enta ha debrit korf ar C'hrist , kemerit hag evit gwad ar C'hrist. * C'hwi graet seul-abred izili end-eeun ar C'hrist. U/. Na vezomp ket dizunanet, debrit ar pezh ho liamm ; na welit ket ac'hanoc'h evel tud vil, evit ar pezh ho taspren. * C'hwi graet seul-abred izili end-eeun ar C'hrist.

MEULGAN C'hwi Doue, 568.

Page 34: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Pedenn, evel d'ar Meullidoù-beure.536 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

D'ar Meullidoù-beureMEULGANVerb o 'n em ziskouez a war-laez Verbum supernum prodienstu dehou e Dad tamm ne zilez nec Patris linquens dexteram,d'ober e labour emañ deuet ad opus suum exiensfin e vuhez zo 'n em gavet. venit ad vitae vesperam.

Un diskibl en ro d'ar marv In mortem a discipulodre 'n enebourien en lazho; suis tradendus aemulis,eñ en em ra magadurezh prius in vitae ferculod'e ziskibled da gaout buhez. se tradidit discipulis.

Ha dezho dindan daou spesad Quibus sub bina speciee roas e gorf hag e wad, carnem dedit et sanguinem,evit dre an div danvezenn ut duplicis substantiaemagañ naon ha sec'hed an den. totum cibaret hominem.

Ganet 'n em ro da geneil deomp Se nascens dedit sociumouzh taol da vevañs a zebromp, convescens in edulium,'n ur vervel e pae hon dleoù, se moriens in pretium,o ren en em ro da c'hoproù. se regnans dat in praemium.

C'hwi,ostiv a silvidigezh, O salutaris hostia,a zigor dor ar baradoez, quae caeli pandis ostium,ar brezel a wask ac'hanomp bella premunt hostilia:roit nerzh, ha dougit sikour deomp. da robur, fer auxilium.

D'an tri Ferson un Doue hepken Uni trinoque Dominora vezo klod da virviken ; sit sempiterna gloria,ur vuhez hep fin da roio qui vitam sine terminoeñ dimp-ni e-barzh hor gwir vro. Amen. nobis donet in patria.

Ant. 1 Gant magadur aelez ec'h eus maget da bobl, ha bara eus an neñv ac'h eus pourvezet dezho, allelouia.

Songanoù ha lidkan diouzh deiz-an-Aotrou, sizhun I, 599.

Ant. 2 Ar veleeion santel a ginnig ezañs ha baraennoù da Zoue, allelouia.

Ant. 3 An trec'hour a roin dezhañ eus ar manna kuzhet hag un anv

Page 35: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

nevez, allelouia. D'ar Meullidoù-beure 537

LENNADENN VERR Mal 1, 11

Hogen eus ar Sav-heol betek ar c'huzh-heol eo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h e vez kinniget d'am anv un ezañs o tivogediñ hag ur brofadenn c'hlan, rak bras eo va anv e-touez ar broadoù, eme Aotrou an Armeoù.

PEBEILGANENN VERR

P/. Tennañ a rez ar bara eus an douar, * Allelouia, alllelouia. Tennañ a rez ... U/. Hag ar gwin a laouena kalon an den. * Allelouia, allelouia. Klod d'an Tad ... Tennañ a rez ...

Gant lidkan Zakaria, ant. Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. An neb a zebro eus ar bara-se a vevo da viken, allelouia.

ASPEDENNOU

Breudeur aspedomp Jezuz Krist bara ar vuhez, en ur lavarout gant joa : Eürus an hini a zebro bara en ho rouantelezh, Aotrou.Aotrou Krist, beleg an emglev nevez ha peurbad, c'hwi hag hoc'h eus kinniget d'an Tad war aoter ar groaz ar sakrifis peurvat,--- deskit dimp hen kinnig ganeoc'h.Aotrou Krist, roue meur ar peoc'h hag ar reizhder, c'hwi en em ro hoc'h-unan e stumm ar bara hag ar gwin,--- unanit ac'hanomp ganeoc'h da aberzhidi.Aotrou Krist, gwir azeuler an Tad a spered hag e gwirionez, a vez kinniget ho sakrifis glan adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol dre an Iliz,--- bodit ennoc'h ar re a vagit gant ar memes bara.Aotrou Krist, manna o tiskenn diouzh an neñv, c'hwi a vag an Iliz gant ho korf hag ho kwad,--- dre nerzh ar magadur anezhi grit dimp bale.Aotrou Krist, ostiz kuzhet hor pred, c'hwi en em zalc'h e-kichen an nor, hag e skoit,--- deuit davedomp, koagnit ganimp, ha ni ganeoc'h.

Page 36: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Hon Tad ...538 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

Pedenn

Aotrou Jezuz Krist, er sakramant burzhudus-mañ hoc'h eus lezet ganimp eñvor ho pasïon : grit dimp enta, ni ho ped, kaout evit mister santel ho korf hag ho kwad an doujañs hag ar garanteza zo dleet, evit ma c'hellimp kaout perzh bepred e frouezh ar silvidigezh. C'hwi a vev ...

Da Eur kreiz an deiz

Songanadenn-klokaat, 1123. Mar deo avat da Zeiz-an-Aotrou e vez lidet ar gouel-meur, e vez lavaret songanoù Deiz-n-Aotrou er sizhun I, 603.

D'an Trede Eur

Ant. C'hoant bras am eus bet da zebriñ ar Pask-mañ ganeoc'h, kent din gouzañv, allelouia.

LENNADENN VERR Fur 16, 20

Da bobl avat ac'h eus bevet gant magadurezh an Aeled ; Kaset ac'h eus dezhi hep skuizhañ, ur bara peuraozet, barrek da reiñ pep plijadurezh ha da walc'hañ blizidigezh pep unan.

U/. Sevel a rin ouzh aoter Doue, allelouia. R/. Degemer a rin ar C'hrist a nevesa va yaouankiz, allelouia.

D'ar C'hwec'hvet

Ant. Hag e-pad ma tebrent e kemeras Jezuz bara, ha goude bezañ lavaret ur vinnigadenn e rannas anezhañ hag en roas d'e ziskibion, allelouia

LENNADENN VERR Krl 9, 1-2 Ar Furnez he deus savet he zi, kizellet he seizh kolonenn, graet he deus hec'h aberzh, mesket he gwin, ha lakaet prest he zaol. U/. Bara diouzh an neñv ac'h eus roet dezho, allelouia.

Page 37: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

R/. Barrek da reiñ pep plijadurezh, allelouia. D'an Eil Pardaezlid 539

D'an Navet

Ant. Anavezet o devoa an Aotrou Jezuz gant rannadur ar bara, allelouia.

LENNADENN VERR Ob 2, 42. 47a

Aketus e oa ar vreudeur da selaou kelennadurezh an Ebestel, da virout kumuniezh, da gemer perzh e Rannadur ar Bara hag er pedennoù, en ur veuliñ Doue, ha grad-vat ar Bobl a-bezh o devoa.

U/. Chomit ganimp, Aotrou, allelouia. R/. Rak setu ar serr-noz o tont, allelouia.

Pedenn, evel d'ar Meullidoù-beure.

D'an Eil Pardaezlid

MEULGAN, evel d'ar I-añ Pardaezlid, 524.

SONGANADENN

Ant. 1 Beleg da viken hervez urzh Melkisedek ar C'hrist, an Aotrou, a ginnigas bara ha gwin.

Songan 109 (110), 1-5. 71 Lavaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : *« Azez a-zehou din, ken na rin eus da enebourion *ur skabell evit da dreid ».2 An Aotrou a astenno eus Sion da veli a roue ; *gourc’hemenn gant galloud e-kreiz da enebourion.3 Te ’zo priñs e deiz da c’hanedigezh, +e sked ar santelezh, *eus va c’halon a-raok gouloù-deiz me am eus da c’hanet. 4 En touet en deus an Aotrou, ha keuz n’en devo ket : *« Te ’zo beleg da viken

Page 38: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

hervez urzh Melkisedek ».540 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

5 A-zehou dit emañ an Aotrou, *en deiz e fulor e flastr ar rouaned.7 War e hent ec’h evo eus ar froud, *hag en abeg da se ec’h adsavo e benn.

Ant. Beleg da viken hervez urzh Melkisedek ar C'hrist, an Aotrou, a ginnigas bara ha gwin.

Ant. 2 Sevel a rin kalir ar silvidigezh en ur bediñ anv an Aotrou, allelouia.

Songan 115 (116 B)10 Fiziañs am boa, zoken pa lavaren : *« Re bounner eo va reuz ».11 Ha pa lavaren em strafuilh : *« Pep den ’zo tromplerezh ».12 Petra a rentin d’an Aotrou *evit an holl vad en deus graet din ?13 Sevel a rin kalir ar silvidigezh *en ur bediñ anv an Aotrou.14 Seveniñ a rin va gouestloù d’an Aotrou *dirak holl dud e boblad.15 Prizius-meurbet evit an Aotrou *eo marv e dud fidel. 16 Aotrou, me ho servijer, *ha mab ho servijerez. Torret hoc’h eus din va liammoù : +17 profañ a rin deoc’h ur sakrifis a veuleudi, *pediñ a rin anv an Aotrou.18 Seveniñ a rin va gouestloù d’an Aotrou *dirak holl dud e boblad,19 e porzhioù sakr ti an Aotrou, *e-kreiz da vogerioù, Jeruzalem.

Ant. Sevel a rin kalir ar silvidigezh en ur bediñ anv an Aotrou,

Page 39: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

allelouia. D'an Eil Pardaezlid 541

Ant. 3 C'hwi a zo an hent, c'hwi a zo ar wirionez, c'hwi a zo ar vuhez, Aotrou.

Al lidkan da heul a lavarer gant Allelouia, evel ma-z eo merket amañ, pa vez distaget war gan ; pa vez dibunet avat eo a-walc’h lavarout Allelouia e deroù hag e dibenn pep hini eus ar pozioù.

Lidkan Kv. Disk 19, 1-2. 5-7 Allelouia.1 Ar silvidigezh, ar c’hloar hag ar galloud d’hon Doue, * (R/. Allelouia.)2 dre ma z eo gwirion ha reizh e varnedigezhioù. R/. Allelouia (allelouia).

Allelouia.5 Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion, * (R/. Allelouia.) hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ! .R/ Allelouia ( allelouia ).

Allelouia6 Rak setu ma ren evel roue an Aotrou, hon Doue mestr an hollved. * (R/. Allelouia.)7 Bezomp laouen ha tridomp ha rentomp gloar dezhañ. R/. Allelouia ( allelouia ).

Allelouia. Rak setu deuet eured an Oan, *(R/. Allelouia.) hag e bried a zo en em gempennet.R/. Allelouia ( allelouia ).

Ant. C'hwi a zo an hent, c'hwi a zo ar wirionez, c'hwi a zo ar vuhez, Aotrou.

LENNADENN VERR 1 Kor 11, 23-25 Me avat am eus resevet evel o tont eus an Aotrou, ar pezh am eus d'am zro diskleriet deoc'h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma

Page 40: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

voe gwerzhet, a gemeras bara, ha goude lavarout ur bedenn a542 Gouel Korf ha Gwad sakr Hor Salver Jezuz Krist

drugarez, a rannas anezhañ en ur lavarout : « Kement-mañ a zo va c'horf an hini a zo evidoc'h . Grit an dra-mañ evit ober an eñvoradur ac'hanon ». Evel-se c'hoazh, goude koan, e kemeras ar c'halir en ur lavarout : « Ar c'haliriad-mañ a zo an Emglev nevez em gwad. Bep gwezh ma-z evot dioutañ, grit an dra-se evit ober an eñvoradur ac'hanon ».

PEBEILGANENN VERR P/. Bara an neñv a roas dezho, * Allelouia, allelouia. Bara ... U/. An den en deus debret bara an aeled. * Allelouia, allelouia. Klod d'an Tad ... Bara ...

Gant lidkan Mari, ant. O! Pred santel-meurbet, a gemerer ennañ ar C'hrist evel magadurezh : eñvor e Basïon a lider, hon ene a zo leuniet gant e c'hras, hag ar c'hloar da zont a zo dija roet dimp, allelouia.

ASPEDENNOUAn Aotrou Krist, er pred ma kouvi an holl, a ro e gorf hag e wad evit buhez ar bed ; aspedomp anezhañ : Aotrou Krist, dre ar bara eus an neñv roit dimp ar vuhez peurbadel.Aotrou Krist, mab an Doue bev, c'hwi hag hoc'h eus gourc'hemennet ober pred Sakramant an Aoter en eñvor ac'hanoc'h,--- pinvidikait hoc'h Iliz dre liderezh feal ar misterioù.Aotrou Krist, beleg nemetañ an Aotrou Doue uhel-meurbet, c'hwi hag hoc'h eus fiziet er veleion ar garg da ginnig ho sakramantoù,--- roit dezho ar c'hras da ren o buhez hervez skouer ar pezh a lidont.Aotrou Krist, bara eus an neñv, c'hwi hag a vod en ur c'horf hepken ar re a gemer perzh er memes bara,--- adstartaait ar peoc'h hag an unaniezh a galon etre an holl re a gred ennoc'h.Aotrou Krist, mezeg eus an neñv, c'hwi hag a ginnig remed an divarvelezh ha gwarantiz an dasorc'hidigezh dre ho para,--- roit en-dro yec'hed d'ar re glañv hag esperañs vev d'ar

Page 41: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

bec'herien. D'an Eil Pardaezlid 543

Aotrou Krist, roue a zle dont, c'hwi hag hoc'h eus gourc'hemennet ma vo lidet betek ho tistro ar misterioù o rakkemenn ho marv,--- d'an holl re a zo marvet ennoc'h, roit perzh en hoc'h adsav a varv da vev.

Hon Tad ...

Pedenn

Aotrou Jezuz Krist, er sakramant burzhudus-mañ hoc'h eus lezet ganimp eñvor ho pasïon : grit dimp enta, ni ho ped, kaout evit mister santel ho korf hag ho kwad an doujañs hag ar garanteza zo dleet, evit ma c'hellimp kaout perzh bepred e frouezh ar silvidigezh. C'hwi a vev ...

Page 42: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

-544

Deiz-lid VI goude Eil Deiz-an-Aotrou goude 50-vet Deiz ar Pask

GOUEL KALON SAKR-MEURBET JEZUZGouel-meur

D'ar 1-añ PardaezlidMEULGAN

Aozer santel ar bed a-bezh, Auctor beate saeculi,Jezuz Krist, dasprener pep den, Christe, Redemptor omnium,sklerijenn Tad ar sklerijenn lumen Patris de lumineha Doue gwir e zoueelezh; Deusque verus de Deo:

Graet he deus deoc'h ho karantez Amor coegit te tuussammañ ar marv en ho korf , mortale corpus sumere,'vit ma rentfec'h, Adam nevez, ut, noves Adam, redderesar pezh a gollas Adam kozh. quod vetus ille abstulerat:

Ar garantez-se he deus graet Ille amor, almus artifexar mor, an douar, ar stered, terrae marisque et siderum,dre druez ouzh gwall hon tadoù, errata patrum miseranshe deus torret hon liammoù. et nostra rumpens vincula.

Ra vo atav en ho kalon Non corde discedat tuoar garantez virvidik-se; vis illa amoris incliti:ma c'hello kaout er feunteun-se hoc fontes gentes hauriantan holl bobloù gras ar pardon. remissionis gratiam.

A-benn da se gant goaf lemmet Ad hoc acerbam lanceamha ledan-tre eo bet toullet, passumque ad hoc est vulnera,d'hon gwalc'hiñ diouzh hon loustoni ut nos lavaret sordibusgant dour ha gwad o tont diouti. unda fluente et sanguine.

Jezuz deoc'h-c'hwi ra vo klodoù, Iesu tibi sit gloria,c'hwi a skuilh gras er c'halonoù, qui corde fundis gratiam,gant an Tad hag ar Spered Glan cum Patre et almo Spiritu'hed ar c'hantvedoù dizehan. Amen. in sempiterna saecula.

SONGANADENN Ant. 1 Doue en deus hon c'haret a garantez peurbadel ; setu perak, uhelsavet diouzh an douar, en deus tennet ac'hanomp

Page 43: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

davet e galon leun a druez. D'ar 1-añ Pardaezlid 545

Songan 112 (113)1 Meulit, servijerion an Aotrou, *meulit anv an Aotrou.2 Ra vo benniget anv an Aotrou, *a-vremañ da holl viken.3 Adalek tarzh an deiz betek ar serr-noz *ra vo meulet anv an Aotrou.4 A-us d’an holl bobloù emañ an Aotrou, *a-us d’an neñvoù e c’hloar.5 Piv a zo par d’an Aotrou, hon Doue, a dron azezet war an uhel, *6 hag a stou evit treiñ e selloù etrezek an neñv hag an douar ?7 Adsevel a ra eus ar boultrenn an ezhommeg, *diwar an teil e tenn ar reuzeudig,8 evit e lakaat da dronañ gant ar briñsed, * gant pennoù bras ha priñsed e bobl.9 Hag e ra d’ur vaouez divugel chom en un ti *mamm laouen gant e-leizh a vugale.

Ant. Doue en deus hon c'haret a garantez peurbadel ; setu perak, uhelsavet diouzh an douar, en deus tennet ac'hanomp davet e galon leun a druez.

Ant. 2 Deskit diganin ez on dous hag izelek a galon, ha diskuizh a gavot evit hoc'h eneoù.

Songan 145 (146)

1 O va ene, meul an Aotrou ; +2 me a fell din meuliñ an Aotrou va buhez pad, *me a fell din kanañ d’am Doue keit ha ma vevin. 3 Arabat deoc’h fiziout en dud uhel, *nag e mab Adam dre na c’hell ket salviñ.4 Pa z a digantañ e anal e tistro e poultrenn, *

Page 44: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

hag e holl vennadoù a ya neuze da netra.

546 Gouel Kalon sakr-meurbet Jezuz 5 Evurus an hini a zo Doue Yakob e skoazeller, *a lak e esperañs en Aotrou, e Zoue,6 eñ hag en deus graet an Neñv hag an douar, *ar mor, ha kement a zo enno ; an Aotrou a zalc’h d’e c’her da virviken, +7 rentañ a ra justis d’ar re wasket, *an Aotrou a ro bara d’ar re naoniek.

Eñ a dorr o chadennoù d’ar brizonidi, *8 an Aotrou a zigor daoulagad an dalled, an Aotrou a zigromm an dud daoubleget, *an Aotrou a gar an dud reizh.9 An Aotrou a ziwall ar veajourion, + eñ a sikour ar minor hag an intañvez *met diroudañ a ra mennadoù an dud fall. 10 An Aotrou a ren, roue da virviken, *da Zoue, o Sion, a rummad da rummad.

Ant. Deskit diganin ez on dous hag izelek a galon, ha diskuizh a gavot evit hoc'h eneoù. Ant. 3 Me eo ar pastor mat a vesa va deñved, hag evit va deñved e roan va buhez.

Lidkan Dsk 4, 11; 5, 9. 10 ; 124,11 Dellezek oc’h-c’hwi, hon Aotrou hag hon Doue, *da resev ar c’hlod, an enor hag ar galloud, rak c’hwi eo hoc’h eus krouet pep tra, * ha dre ho polontez int deuet da vezañ hag int bet krouet. 5,9 Dellezek oc’h, Aotrou, da resev al levr *ha da derriñ e sielloù, dre ma z oc’h bet lazhet, +ha m’hoc’h eus dasprenet ha gounezet da Zoue gant ho kwad *tud eus pep meuriad ha pep yezh ha pep pobl ha pep broad,10 dre m’hoc’h eus graet anezho d’hon Doue ur rouantelezh a

Page 45: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

veleion, *da vezañ rouaned war an douar. ---

D'ar 1-añ Pardaezlid 547

12 Dellezek eo an Oan bet lazhet, +da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnezh, *an nerzh, an enor, ar c’hlod, ar veuleudi.

Ant. Me eo ar pastor mat a vesa va deñved, hag evit va deñved e roan va buhez.

LENNADENN VERR Efz 5, 25b-27

Ar C'hrist en deus karet an Iliz, hag en em roet e-unan d'ar marv eviti, evit he santelaat hag he glanaat dre vadeziant an dour a-gevret gant ar gomz. Fellout a rae dezhañ lakaat e-unan an Iliz-se d'en em ziskouez dirazañ, leun a splannder, hep namm ebet, na roufenn, na netra a-seurt-se, met santel ha dibec'h.

PEBEILGANENN VERR

P/. Ar C'hrist en deus hon c'haret hag hon gwalc'het. * En e wad. Ar C'hrist ... U/. Ha graet en deus ac'hanomp ur rouantelezh a veleion evit Doue e Dad. * En e wad ... Klod d'an Tad ... Ar C'hrist ...

Gant lidkan Mari, ant. An tan ez on deuet da zegas war an douar, ha nag e karfen e vefe krog a-benn bremañ !

ASPEDENNOU

Jezuz, diskuizh an eneoù, pedomp anezhañ, breudeur, ha goulennomp digantañ : Roue karantezus-meurbet, ho pet truez.Jezuz, trebarzhet ho kalon gant ar goaf, o skuilhañ gwad ha dour, evit ma vefe ganet, da bried deoc'h, an Iliz,--- grit anezhi santel ha dibec'hed.Jezuz, templ santel Doue, distrujet gant an dud hag adsavet en-dro gant an Tad,--- grit gant an Iliz templ an Uhel-meurbet.

Page 46: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Jezuz, roue ha kreiz an holl galonoù, atav ouzh hon c'harout hag ouzh hon sachañ davedoc'h gant trugarez,--- nevezit an emglev nevez gant an holl.548 Gouel Kalon sakr-meurbet Jezuz

Jezuz, hor peoc'h hag hon adunvanidigezh, en ur ziazezañ an holl en un den nevez er peoc'h ha dre zistrujañ an enebiezh,--- roit dimp degemer e-kichen an Tad. (Roue karantezus-meurbet, ho pet truez.)Jezuz, hor buhez hag hon dasorc'hidigezh, disamm ar re vec'hiet ha diskuizh an eneoù, --- sachit davedoc'h ar bec'herien.Jezuz, en em c'hraet sentus betek mervel ouzh kroaz dre ho karantez dreist,--- adsavit a varv da vev an holl re a zo marvet en ho peoc'h.

Hon Tad ...

Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, dimp-ni a zo hor gloar embann burzhudoù e garantez evidomp en ur enoriñ kalon ho Mab karet, ma veritimp resev ar c'hras a zever fonnus-meurbet eus an eienenn neñvel-se a zonezonoù. Dre hon Aotrou ...

D’al Lidgalvadenn

Ant. Kalon Jezuz, gouliet dre garantez evidomp, azeulomp. Songan al lidgalvadenn, evel en Darn voutin, 565.

Da Eurlid al lennadenn

MEULGAN (War don M'hoc'h ador Doue, va c'hrouer )

Kalon, arc'h enni al Lezenn Cor, arca legem continensnann hini ar sklavelezh kozh, non servitutis veteris,met hini ar c'hras, ar pardon, sed gratiae, sed veniae,koulz hag hini ar gendruez ; sed et misericordiae ;

Kalon, santual peur-zinamm Cor, sanctuarium novi

Page 47: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

evit an Emglev nevez-flamm, intemeratum foederis,templ sakroc'h 'get an hini kozh templum vetusto sanctiusdirogusoc'h 'get ar ouel gozh: velumque scisso utilius : Da Eurlid al lennadenn 549

Ar garantez a c'houlennas Te vulneratum caritas ho kloaz a c'houli digor bras, ictu patenti voluit,d'ar garantez na welomp ket amoris invisibiliser gloazioù bezañ azeulet. ut veneremur vulnera.

D'e garantez evel ur sin Hoc sub amoris symbolokoulz en e wad hag er c'hevrin, passus cruenta et mystica,evel beleg hag aberzhet utrumque sacrificiumen deus ar C'hrist 'n em ginniget. Christus sacerdos obtulit.

Piv karantez na rofe ket ? Quis non amantem redamet?Piv dasprenet ne garfe ket ? Quis non redemptus diligat?ha gant karantez da viken et caritate iugiterd'ar C'hrist ne dridfe 'n e gichen ? haerere Christo gestiat ?

Jezuz, ra vo deoc'h meulganoù, Iesu tibi sit gloria,c'hwi a skuilh gras er c'halonoù qui corde fundis gratiam,gant an Tad hag ar Spered Glan cum Patre et almo Spiritu'hed ar c'hantvedoù dizehan. Amen. in sempiterna saecula.

SONGANADENN

Ant. 1 Ennoc’h emañ feunteun ar vuhez, gant stêr vras ho tudi hon frealzot.

Songan 35 (36)2 An drougiezh a gomz ouzh an den fall en e galon ; *n’emañ ket doujañs Doue dirak e zaoulagad.3 Rak en e soñj emañ bepred o vrabañsal, *en ur grediñ ne vo ket dizoloet na kasaet e bec’hed.4 N’eus en e c’henou nemet torfed ha tromplerezh, * n’eus ken gantañ na furnezh na reizhder.

5 En e wele emañ bepred oc’h itrikañ fallagriezh, +

derc’hel a ra gant an hent divat, *ne zistro ket diwar an droug .6 Aotrou, betek an neñv e sav ho trugarez, *

Page 48: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

ken uhel hag ar c’hoabr ho fealded ;7 Ho reizhder a zo bras evel ar menezioù, +ho parnedigezhioù ken don hag ar mor : *salviñ a rit, Aotrou, an dud hag al loened. ---

550 Gouel Kalon sakr-meurbet Jezuz 8 Pegen prizius eo ho trugarez, Aotrou Doue ! *Mibion Adam, e skeud hoc’h eskell o deus gwarez.9 O gwalc’h a gavont gant madoù ho ti, *gant stêr vras ho tudi e torront o sec’hed.10 Rak ennoc’h emañ feunteun ar vuhez, *hag en ho sklerijenn eo hon eus sklerijenn.11 Skuilhit ho kras war an dud hoc’h anav, *hag ho justis war an dud reizh a galon.12 Grit na drec’ho ket warnon troad an den lorc’hus, *na vin ket difrapet gant dorn ar pec’her.13 Setu kouezhet oberourion ar fallagriezh, *diskaret int hep na c’hellint adsevel ken.

Ant. Ennoc’h emañ feunteun ar vuhez ; gant stêr vras ho tudi hon frealzot.

Ant. 2 P’edo va c’halon o semplañ, va savet hoc'h eus war ar roc’hell.

Songan 60 (61)

2 O! Doue, selaouit va c’hlemmadenn; *taolit evezh ouzh va fedenn.3 Eus penn pellañ an douar e krian davedoc’h, +p’emañ va c’halon o semplañ. *Va degasit en-dro war ar roc’hell !4 Rak c’hwi a zo ur repu evidon, *un tour kreñv enep an enebour.5 Gras din da chom en ho teltenn da virviken, *goudoret dindan ho tivaskell,6 rak c’hwi, Doue, a selaou va gouestloù, *

Page 49: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

reiñ a rit o mennad d’ar re a zouj hoc’h anv.7 Roit d’ar Roue deizioù ur vuhez hir, *ra bado e vloavezhioù a rummad da rummad. Da Eurlid al lennadenn 551

8 Ra drono da viken dirazoc’h, o! Doue ; *kasit d’e ziwall ho madelezh, ho fealded.9 Kanmeuliñ a rin neuze hoc’h anv da viken, *en ur akuitañ bemdez va gouestloù.

Ant. P’edo va c’halon o semplañ, va savet hoc'h eus war ar roc’hell.

Ant. 3 Gwelet o deus broioù pellañ an douar silvidigezh hon Doue.

Songan 97 (98)

1 Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, * dre m’en deus graet burzhudoù.

Gounezet en deus an trec’h gant e zorn dehou, * ha gant e vrec’h santel.2 An Aotrou en deus diskouezet e silvidigezh, * diskleriet en deus e reizhder d’an holl vroioù.3 Soñj en deus bet eus e vadelezh * hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel. Gwelet o deus broioù pellañ an douar * silvidigezh hon Doue.4 Youc’hit d’an Aotrou, c’hwi an holl douaroù, * tridit gant levenez ha kanit.5 Salmit d’an Aotrou war an delenn, * war an delenn ha gant son ar gitar ; 6 gant an drompilh ha gant mouezh ar c’horn, * youc’hit d’an Aotrou, ar roue.7 Ra voudo ar mor gant kement a zo ennañ, * an hollved ha kement a zo warnañ.

Page 50: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

8 Ra stlako ar stêrioù bras o daouarn, + ra drido a-unan ar menezioù, 9 dirak an Aotrou, * dre m’emañ o tont da varn an douar. Barn a raio an hollved gant justis, * hag ar pobloù gant eeunded.

552 Gouel Kalon sakr-meurbet Jezuz

Ant. Gwelet o deus broioù pellañ an douar silvidigezh hon Doue. U/. Soñj am bo eus oberoù an Aotrou. R/. Soñj am bo eus e vurzhudoù abaoe ar penn-kentañ.

LENNADENN GENTAÑDiouzh Lizher sant Paol abostold'ar Romaned 8, 28-39

Karantez Doue he deus en em ziskouezet er C'hrist

Breudeur, 28 Gouzout a reomp emañ Doue o kenlabourat e pep tra evit o mad gant ar re a gar anezhañ, gant ar re en deus dibabet en e vennad. 29 Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok eo ar re en deus rakverket da vezañ heñvel ouzh patrom e Vab, evit ma vo eñ ar mab-henañ da vreudeur e-leizh. 30 Hag ar re en deus rakverket, o galvet en deus ; ar re en deus galvet, o lakaet en deus ivez da reizh ; hag ar re en deus lakaet da reizh, eo dezho ivez en deus roet ar c'hloar. 31 Petra lavarout ouzhpenn ? Mar d-emañ Doue a-du ganimp, piv a vezo a-enep dimp ? 32 Eñ ha n'en deus ket espernet e Vab e-unan met en deus e roet d'ar marv evidomp-holl, penaos war un dro gantañ ne rofe ket dimp pep donezon ? 33 Piv a zeuio da damall ar re bet dibabet gant Doue ? N'eo ket Doue, pa-z eo eñ a lak anezho da just. 34 Piv a gondaono anezho ? N'eo ket ar C'hrist Jezuz, pa-z eo bet marvet, pe gentoc'h adsavet da vev evidomp, ha p'emañ en tu dehou da Zoue, o c'houlenn evidomp e bardon ? 35 Piv hon disranno diouzh karantez ar C'hrist ? An trubuilhoù, an anken, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskloù, ar c'hleze ? 36 Hervez ar pezh a zo bet skrivet : « En abeg deoc'h e vezomp lakaet d'ar marv a-hed an deiz, tremenet omp da zeñved kigerezh ». 37 Met e kement-se n'eo ket diaes dimp trec'hiñ dre an hini en

Page 51: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

deus karet ac'hanomp.. 38 Ya, sur on eus an dra-se, nag ar marv, nag ar vuhez, nag an Aelez nag ar Priñselezhioù, nag an amzer a-vremañ nag an amzer da zont, nag ar galloudegezhioù, 39 nag an uhelder nag an donder, na krouadur all ebet ne c'hellint hon disrannañ diouzh karantez Doue en em ziskleriet e Jezuz Krist hon Aotrou. Da Eurlid al lennadenn 553

PEBEILGANENN Efz 2, 5. 4b. 7a

P/. Goude ma oamp marv en abeg d'hor pec'hedoù en deus adroet dimp ar vuhez a-unan gant ar C'hrist. * Dre ar garantez vras en deus hor c'haret ganti. U/. Gant-se e felle dezhañ diskouez er c'hantvedoù da zont pegen divuzul eo pinvidigezh e c'hras. * Dre ar garantez vras ...

EIL LENNADENN

Eus Oberennoù sant Bonaventura, eskob

(Opusculum 3, : Lignum vitae, 29-30. 47)

Ennoc'h emañ feunteun ar vuhez

Sell gant evezh, te a zo bet dasprenet, piv eo eo hennezh a zo bet, evidout ,ispilhet ouzh ar Groaz, e veurded, e santelezh, eñ a rent ar vuhez dre e varv, d'an holl re a zo marv, eñ a lak e kañv an neñv hag an douar dre e dremenvan hag a faout ar vein kaletañ. Evit ma tarzhfe an Iliz eus kostez ar C'hrist marvet ouzh ar groaz, hag evit ma vefe sevenet komz ar Skritur a lavar : Arvestiñ a raint ouzh an hini o deus trebarzhet, eo bet mennet furnezh Doue e trebarzhfe goaf ur soudard ar c'hostez-se, ma voe ar gwad hag an dour a chome, skuilhet evel priz hor silvidigezh ; o tarzhañ eus e vammenn da lavarout eo eus don-donañ kalon ar C'hrist, e ro da sakramantoù an Iliz ar galloud da reiñ buhez ar c'hras, ha d'ar re o deus endeo enno buhez ar C'hrist e ro da evañ an dour bev a darzh betek ar vuhez peurbadel. War-sav 'ta, te karet gant ar C'hrist, bez enta evel ar goulm a ra he neizh war bord an islonk. Hag aze, evel ar golvaneg en deus kavet un neizh, bez dibaouez war evezh ; aze evel an durzhunell a zeu da guzhat he re vihan, frouezh he c'harantez c'hlan, ha tosta da vuzelloù ouzh ar gouli-se evit tennañ dour diouzh feunteunioù

Page 52: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

ar Salver. Rak aze emañ ar feunteun o tont eus kreiz ar baradoz, hag o 'n em rannañ e peder gwazhenn, ha neuze, skuilhet er c'halonù deol, dourañ ha strujusaat a ra an douar a-bezh. D'ar vammenn-se a vuhez hag a sklerijenn, dered enta, gant ur c'hoant birvidik, nep piv bennak e vefes, te a zo deol da Zoue, ha gant holl nerzh da galon, huch war-du enni : « O! Kaerder 554 Gouel Kalon sakr-meurbet Jezuz

dreist-lavar an Doue uhel-meurbet, sked glan-tre ar sklerijenn beurbadel, buhez a dreuzkas ar vuhez da kement a zo bev, sklerijenn a ro he sked da bep sklerijenn, c'hwi a zalc'h en o splannder dizehan ha liesseurt ar gouleier lugernus a sked dirak tron ho toueelezh abaoe kentañ tarzh an deiz ! O! Strinkadur peurbadel ha dreistdiraez, leun a sklaerder hag a zouster, an eienenn-se kuzhet ouzh pep sellad denel, donder hep strad, uhelder didermen, braster divuzul, ha glander na c'heller ket louzañ. Ac'hanoc'h e tever ar stêr-se a laouena kêr-veur Doue, hag a-drugarez deoc'h e c'hellomp gant mouezhioù o youc'hal hag o trugarekaat, kanañ deoc'h ar c'hantik a veuleudi , rak dre skiant-prenet e c'hellomp testeniañ eo ennoc'h emañ mammenn ar vuhez, hag eo dre ho sklerijenn eo e welimp ar sklerijenn. PEBEILGANENN S 102(103), 2. 4; 33(34), 9a

P/. O! Va ene, bennig an Aotrou, ha n'ankoua hini ebet eus e vadelezhioù. * Eñ a denn da vuhez eus poull ar marv, eñ az kurunenn gant gras ha trugarez. U/. Tañvait, ha gwelit pegen dous eo an Aotrou. * Eñ a denn da vuhez eus poull ar marv ...

MEULGAN C'hwi Doue, 568.

Pedenn, evel d'ar Meullidoù-beure

D'ar Meullidoù-beure

MEULGAN

Jezuz, orin ar vadelezh, Iesu, auctor clementiae,esperañs an holl levenez, totius spes laetitiae,

Page 53: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

feunteun douster an holl c'hrasoù, dulcoris fons et gratiae,ha gwir zudi ar c'halonoù; verae cordis deliciae;

Jezuz, goanag ar penedour, Iesu, spes paenitentibus,na tost ez oc'h d'ar pedennour, quam pius es petentibus,na mat ez oc'h d'ar re ho klask; quam bonus te quaerentibus;met petra c'hoazh d'ar re ho kav ? sed quid invenientibus ? D'ar Meullidoù-beure 555

Ho karantez, deoc'h-c'hwi, Jezuz, Tua, Iesu, dilectio,d'ar spered remed dudius, grata mentis refectio,a leugn en-dro hep rukuniñ, replet sine fastidio,en ur reiñ naon dre c'hoant dezhi. dans famem desiderio.

Jezuz, meurbet karantezus, O! Iesu dilectissime,goanag an ene hirvoudus, spes suspirantis animae,c'hwi klasket, pedet en daeroù, te quaerunt piae lacrimae,c'hwi galvet don er speredoù. te clamor mentis intimae.

Chomit ganimp-ni, c'hwi Aotrou, Mane nobiscum, Domine,chomit c'hoazh gant ho kalloudoù, Mane novum cum mumine,eus an noz skarzhit teñvalder pulsa noctis caligine'n ur leuniañ 'r bed gant ho touster. mundum replens dulcedine.

Jezuz, kuñvelezh uhelañ, Iesu, summa benignitas,d'ar galon dudi souezhusañ, mira cordis iucunditas,madelezh digredus 'vidomp, incomprehensa bonitas,ho karantez a ren warnomp. tua nos stringit caritas.

Jezuz, frouezhenn ur vamm gwerc'hez, Iesu, flos matris Virginis,hon c'har gant teneridigezh, amor nostrae dulcedinis,meuleudi deoc'h hep tamm paouez, laus tibi sine terminis,renerezh ar wenvidigezh. Amen. regnum beatitudinis.

Ant. 1 En e sav Jezuz a youc'he en ur lavarout : piv bennak en deus sec'hed ra zeuio d'am c'haout ha ra evo.

Songanoù ha lidkan diouzh deiz-an-Aotrou, sizhun I, 599.

Ant. 2 Deuit davedon, c'hwi holl a zo skuizh hag a bleg dindan ar samm, ha me ho tivec'hio.

Ant. 3 Mab ! Ro din da galon, ha da zaoulagad a viro va hentoù.

Page 54: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

LENNADENN VERR Yrm 31, 33

Met sed amañ ar Gevredelezh a skoulmin gant tiegezh Israel goude an deizioù-se – lavar an Aotrou - : en o diabarzh e lakain va lezenn ha war o c'halon e skrivin anezhi ; me a vezo neuze o Doue hag int a vezo va fobl.556 Gouel Kalon sakr-meurbet Jezuz

PEBEILGANENN VERR

P/. Kemerit warnoc'h va yev, * Ha deskit diganin. Kemerit warnoc'h ... U/. Ez on dous hag izelek a galon. * Ha deskit diganin. Klod d'an Tad ... Kemerit warnoc'h ...

Gant lidkan Zakaria, ant. Bountet gant e drugarez eo deuet Doue d'hon gwelout, ha da zaspren e bobl, allelouia.

ASPEDENNOU

Jezuz, hag a zo dous hag izelek a galon, a bedomp, breudeur, hag outañ azgoulennomp : Roue karantezus-meurbet, ho pet truez.Jezuz, a ra e annez ennoc'h holl leunder an doueelezh,--- grit dimp kemer perzh en ho natur Doue.Jezuz, hag a zo ennoc'h holl deñzorioù ar furnezh hag ar ouiziegezh,--- diskuilhit dimp furnezh liesdoare Doue dre hanterouriezh an Iliz.Jezuz , hag en deus an Tad lakaet ennoc'h e levenez, --- grit ac'hanomp selaouerion dalc'hus ho prezegennerezh.Jezuz, hag eo eus ho leunder hon eus-ni degemeret pep tra,--- roit dimp gant fonnusted ha gant largentez gras ha gwirionez an Tad.Jezuz, feunteun a vuhez hag a santelezh,--- rentit ac'hanomp santel ha glan er garantez.

Hon Tad ...

Page 55: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, dimp-ni a zo hor gloar embann burzhudoù e garantez evidomp en ur enoriñ kalon ho Mab karet, ma veritimp resev ar c'hras a zever fonnus-meurbet eus an eienenn neñvel-se a zonezonoù. Dre hon Aotrou ...

Pa Eur kreiz an deiz 557

Da Eur kreiz an deiz Songanadenn klokaat, 1123.

D’an Trede Eur

Ant. Va fobl, petra am eus graet dit, e petra on bet displijus ? Respont din.

LENNADENN VERR Yrm 31, 2-4 Evel-henn e komz an Aotrou : Kavet he deus trugarez er gouelec'h ar bobl tec'het hebiou d'ar c'hleze ; Israel a gerzh etrezek e ziskuizh. A-ziabell en deus an Aotrou en em ziskouezet dezhi. A garantez beurbadus em eus da garet ; ha gant se em eus da sachet ouzhin gant fealded. Da adsevel a rin adarre hag adsavet e vi. Gw/. Tennañ a reot an dourioù gant levenez. R/. Diouzh feunteunioù ar Salver.

D'ar C'hwec'hvet

Ant. O teuziñ emañ va c'halon e-kreiz va c'horf, diframmet eo va holl eskern.

LENNADENN VERR Yrm 32, 40 Skoulmañ ‘rin ganto ur gevredelezh peurbadus, en doare na baouezin ket d'o heuliañ evit ober vad dezho ; ha lakaat a rin en o c'halon doujañs em c'heñver, evit na zistroint ket diouzhin.

Gw/. Gortozet em eus truez, met netra. R/. .Frealzerion n'em eus ket kavet. D’an Navet

Page 56: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Ant. Unan eus ar soudarded, gant un taol-lañs, a zigoras e gostez, ha raktal e teuas dioutañ dour ha gwad.

LENNADENN VERR Rom 5, 8-9 Doue en deus prouet anat e garantez en hon c'heñver, o vezañ m'eo deuet ar C'hrist, goude ma oamp pec'herien c'hoazh, 558 Gouel Kalon sakr-meurbet Jezuz

da vervel evidomp. Kentoc'h a se enta, bremañ ma-z omp bet lakaet reizh dre nerzh e wad, e vezimp salvet gantañ diouzh ar Gounnar.

Gw/. Lakaet eo bet d'ar marv evit hor pec'hedoù. R/. Gant e c'houlioù ez omp bet yac'haet.

Pedenn, evel d’ar Meullidoù-beure.

D'an Eil Pardaezlid

MEULGAN, evel d'ar I-añ Pardaezlid, 544.

SONGANADENN

Ant. 1 E douster ho yev gourc’hemennit gant galloud, Aotrou, e-kreiz hoc'h enebourion.

Songan 109 (110), 1-5. 7

1 Lavaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : *« Azez a-zehou din, ken na rin eus da enebourion *ur skabell evit da dreid ».2 An Aotrou a astenno eus Sion da veli a roue ; *gourc’hemenn gant galloud e-kreiz da enebourion.3 Te ’zo priñs e deiz da c’hanedigezh, +e sked ar santelezh, *eus va c’halon a-raok gouloù-deiz me am eus da c’hanet. 4 En touet en deus an Aotrou, ha keuz n’en devo ket : *« Te ’zo beleg da viken

Page 57: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

hervez urzh Melkisedek ».5 A-zehou dit emañ an Aotrou, *en deiz e fulor e flastr ar rouaned.7 War e hent ec’h evo eus ar froud, *hag en abeg da se ec’h adsavo e benn. D'an Eil Pardaezlid 559

Ant. E douster ho yev gourc’hemennit gant galloud, Aotrou, e-kreiz hoc'h enebourion.

Ant. 2 Trugarezus ha dous eo an Aotrou ; roet en deus ur vagadurezh d’e dud fidel.

Songan 110 (111)

1 Kanmeuliñ a rin an Aotrou a greiz va c’halon, *e kuzul an dud reizh hag en o bodadeg.2 Bras eo oberoù an Aotrou, *un enklask didermen evit an neb a gar anezho.3 Splannder ha galloud ez eo e labour, *hag e reizhder a bad da virviken.4 Savet en deus ul lid-eñvor eus e vurzhudoù, *na trugarezus ha dous eo an Aotrou.5 Roet en deus ur vagadurezh d’e dud fidel, *da virviken en devo soñj eus e Emglev.6 Diskouezet en deus d’e bobl galloud e oberoù, +dre reiñ dezho da zomani madoù ar broadoù ; *7 gwirion ha reizh eo labour e zaouarn. Ha divrall e holl c’hourc’hemennoù, +8 diazezet evit atav ha da viken, *ha sevenet gant eeunded ha gwirionez.9 Kaset en deus d’e Bobl ar silvidigezh, *ha divizet ganti un emglev peurbadel.

Na santel ha spouronus eo e anv. *10 Penn-kentañ ar furnezh eo doujañs an Aotrou, ha skiant-vat a zo gant kement en em stag outi ; *meuleudi an Aotrou a bado da viken.

Page 58: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

Ant. Trugarezus ha dous eo an Aotrou ; roet en deus ur vagadurezh d’e dud fidel,

Ant. 3 Setu Oan Doue, setu an hini a zilam kuit pec'hedoù ar bed.560 Gouel Kalon sakr-meurbet Jezuz Lidkan Flp 2, 6-116 Ar C’hrist Jezuz hag a oa Doue a stumm, *ne sellas ket evel e dra chom en e renk par da Zoue,7 met da netra eo en em lakaet, dre gemer stumm ur servijer, +ha dont da vezañ e-giz an dud ; *goude en em ziskouez evel un den,8 en deus c’hoazh en em izelaet +dre sentiñ betek ar marv, *betek ur marv war ur groaz.9 Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ + ha roet dezhañ un anv, *a zo a-us da bep anv,10 ma vo pep glin en anv Jezuz o plegañ *e lein an neñvoù, war an douar hag e bed an ankoù,11 evit ma tisklerio pep teod : *« eo Jezuz Krist eo an Aotrou ! » , evit gloar Doue an Tad.

Ant. Setu Oan Doue, setu an hini a zilam kuit pec'hedoù ar bed.

LENNADENN VERR Efz 2, 4-7 Doue hag a zo pinvidik e drugarez, dre ar garantez vras en deus hon c’haret ganti, goude ma oamp marv en abeg d’hor pec’hedoù, en deus adroet dimp ar vuhez a-unan gant ar C’hrist --- rak dre c’hras ez omp salvet --- a-unan gantañ en deus hon adsavet da vev hag hon lakaet da azezañ en neñvoù a-unan gantañ, ar C’hrist Jezuz. Gant-se e felle dezhañ diskouez er c'hantvedoù da zont pegen divuzul eo pinvidigezh ar c'hras en deus bet en e vadelezh en hon c'heñver er C'hrist Jezuz.

Page 59: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

PEBEILGANENN VERR P/. Ar C'hrist en deus hor c'haret hag hor glanaet * En e wad. Ar C'hrist ... U/. Hag en deus graet ac'hanomp ur rouantelezh a veleion da Zoue e Dad. * En e wad. Klod d'an Tad ... Ar C'hrist ... D'an Eil Pardaezlid 561 Gant lidkan Mari, ant. Hon degemeret en deus an Aotrou en e zivvrec'h hag en en e galon, evit kaout soñj eus e druez, allelouia.

ASPEDENNOU

Jezuz, diskuizh an eneoù, a bedomp, breudeur, ha digantañ e c'houlennomp : Roue karantezus-meurbet, ho pet truez.Jezuz, trebarzhet ho kalon gant ar goaf, o skuilhañ gwad ha dour, evit ma vefe ganet, da bried deoc'h, an Iliz,--- grit anezhi santel ha dibec'hed.Jezuz, templ santel Doue, distrujet gant an dud hag adsavet a-nevez gant an Tad,--- grit gant an Iliz teltenn an Uhel-meurbet.Jezuz, roue ha kreiz an holl galonoù, atav ouzh hon c'harout hag ouzh hon sachañ davedoc'h gant trugarez,--- nevezit an emglev nevez gant an holl. Jezuz, hor peoc'h hag hon adunvanidigezh, en ur ziazezañ an holl en un den nevez er peoc'h ha dre zistrujañ an enebiezh,--- roit dimp degemer e-kichen an Tad.Jezuz, hor buhez hag hon dasorc'hidigezh, disamm ar re vec'hiet ha diskuizh an eneoù, --- sachit davedoc'h ar bec'herien.Jezuz, en em c'hraet sentus betek mervel ouzh kroaz dre ho karantez dreist,--- adsavit a varv da vev an holl re a zo marvet en ho peoc'h.

Hon Tad ...

Pedenn

Grit, ni ho ped, Aotrou Doue hollc'halloudek, dimp-ni a zo

Page 60: 1€¦  · Web view-503 goueliou-meur an aotrou krist. o c'hoarvezout en amzer blaen - 504 -

hor gloar embann burzhudoù e garantez evidomp en ur enoriñ kalon ho Mab karet, ma veritimp resev ar c'hras a zever fonnus-meurbet eus an eienenn neñvel-se a zonezonoù. Dre hon Aotrou ...

-562