2
Sources : http://alternatives-projetsminiers.org/ STOURM AR RAN WAR BEP TACHENN Angela davis I CAN’T IMAGINE A STRUGGLE FOR BRETON LANGUAGE THAT IS NOT FEMINIST, ANTI-RACIST AND ANTI-CAPITALIST Anjela Duval Kendalc’homp ‘ta da zigeriñ ha da ziboultrennañ ar stourm evit ar brezhoneg. Liammomp anezhañ gant ar stourmoù all, en ur sevel kanaouennoù brezhonek evit souten an dud dibaper da skouer (remember ur gavotenn-flachmob e Lannuon !), en ur lakaat ar gaoz war ar blijadur hag ar sekselezh e brezhoneg (mil mersi bras da GAST! evit ar wikend Clito’Rik e Tregon !), hag en ur aozañ sonadegoù Rap da zastum archant evit hon skolioù brezhonek (bevet Skol Diwan Plounevez Moedeg !). Ha me oar me pegement a draoù dispar all a zo bet graet nevez zo, hag a vo graet c’hoazh ! Aner eo stourm evit ar brezhoneg nemetken, pa vez skarzhet an dud a-vil-vern deus o labour gant ar batroned, pa vez ar gouarnamantoù o redek war-lerc’h an dud dibaper, pa vez bac’het ar stourmerien bolitikel abalamour m’o deus manifestet, pa vez lazhet ingal tud ar banlevioù hep na vefe kondaonet ar boliserien o deus muntret, pa gendalc’h an tu- dehou pellañ da skignañ e vennozhioù flaerius ha dañjerus ! N’haller ket stourm evit ar brezhoneg ha miret a embann an disterañ kritik deus ar gevredigezh a vever enni. Ar brezhoneg n’eo ket un elfenn diouti he-unan. Ar sistem a wask an dud eo ar memes hini hag a wask ar yezhoù « bihan ». Stourm, labourat, bevañ ha DIBAB e Breizh a faot dimp ? Bevomp ha stourmomp ‘ta ! Bezomp mestr(ez) war hon planedenn, ganimp-ni emañ ar galloud. Hon yezh-ni eo ar brezhoneg, stourmomp evitañ, met stourmomp da gentañ evit an dud, forzh pe yezh a gaozefent. N’emaomp ket amañ hirie evit goulenn tra pe dra digant politikour ebet. Emaomp amañ evit diskwel ez eus ur rummad nevez a dud a gred start e tle ar stourm evit ar brezhoneg bezañ ur stourm feminist, enepkapitalour hag enepfaskour. Krediñ start a reomp en emvererezh. Bezomp oberiant, kemeromp perzh er votadegoù keodedel lañset gant merc’hed ha paotred ar strollad DIBAB, evit mont dreist d’ar skoilhoù politikel a vir ouzh an dud e Breizh da reiñ o soñj war dazont ensavadurel ha politikel o bro (abaoe keit-all). Goude Sant-Widel, Langoued ha Soudan, e teuio votadegoù all gant miz Mezheven, e pep departamant deus Breizh ! KASOMP AN TRAOÙ EN-DRO ‘TA HA CHOUKOMP DE’I DISOURSI ! BREZHONEG, YEZH OFISIEL E BREIZH ! LABOUR ( harz ) KÊRVREZHON, SAVETERIEN AR BREZHONEG ? N’eus ket pell hon eus bet gouveet e oa bet savet ur raktres kumuniezh vrezhonek nevez war ar maez : “O klask emaomp war-lerc’h familhoù gwriziennet ha stabil-mat […]. Ne soñj ket deomp avat e c’hell un den yaouank ec’h-unan derc’hel d’e c’her tra ma n’en do ket kavet e hanterenn ha krouet e raktres ganti.” Daou c’houlenn evite : Div lezbian omp-ni, ha ne faot ket dimp kaout bugale, gall’ rafemp dont memes tra (brezhoneg flour zo ganimp, brezhoneg mamm-gozh) ? Perak zo bet lakaet war lec’hienn Kêrvrezhon ul liamm betek hini “Emglev an Tiegezhioù”(EAT), ur strolladig tud diwar- lerc’h, un astez relegenn deus an emsav hengounel, strizh- e-revr, katolik ha kilstourmer, a sav enep an IVG ha dimeziñ an dud heñvelreizh ? Digarezit, marteze n’anveit ket mat EAT. Setu pezh a skrivent e-barzh o c’helaouenn, Kannadig Imbourc’h, n°89 (Genver-Meurzh 2015), en ur pennad anvet “Pelec’h emañ bugale Diwan ?” : “Hag aze en em gavomp gant dislavar pennañ emsav Diwan : diazezet eo war tiegezhioù a bourchas bugale d’e skol, met lusket eo gant rummadoù tud levezonet don gant brizhdispac’h eizh ha tri-ugent, a-du pergen gant “ar frankiz revel”, “gwirioù ar merc’hed” (evel an diforc’hañ bugale), an torr-dimezi ha kalz a boentoù all a ya holl a-enep kellig diazez ar gevredigezh : an tiegezh.” Ha pelloc’h, o komz deus ur strollad sonerezh a anveont mat : “Kalz eus merc’hed ar strollad-se, Al Laz kanañ, padal, a dosta d’o zregont vloaz ha n’anavezan nemet div o dije bugale. Ya, met bevañ en e frankiz d’ober petra eus e vuhez ? N’eo ket bet desket dezho emañ an eurvad da vezañ kavet e avantur ar sevel-tiegezh. An evurusted a vez kavet dre en em reiñ d’e bried, d’e vugale, d’e vicher, d’e vro. Ar plijadurioù all a zo berrbad ha blaz an trenk ganto p’en em gav ar vaouez dic’houest da gaout bugale da skouer.” Na pegen kaer ar c’hozh lerbaj-se, ne glevit ket c’hwezh al loued o tont ‘maez deus ur skrid a seurt se ? Erfin, moarvat n’eo ken ur fazi digant tud Kêrvrezhon ha n’o deus liamm ebet gant ar re se, neketa ? niverenn 2 holl-vrezhonek Gouel Broadel ar Brezhoneg 2015 /////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////// ///////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////

[harz] labour - Gouel Broadel ar Brezhoneg 2015

Embed Size (px)

DESCRIPTION

 

Citation preview

Page 1: [harz] labour - Gouel Broadel ar Brezhoneg 2015

Sources : http://alternatives-projetsminiers.org/

STOURM AR RAN WAR BEP TACHENNAngela davis

I CAN’T IMAGINE A STRUGGLE FOR BRETON LANGUAGE THAT IS NOT FEMINIST, ANTI-RACIST AND ANTI-CAPITALISTAnjela Duval

Kendalc’homp ‘ta da zigeriñ ha da ziboultrennañ ar stourm evit ar brezhoneg. Liammomp anezhañ gant ar stourmoù all, en ur sevel kanaouennoù brezhonek evit souten an dud dibaper da skouer (remember ur gavotenn-flachmob e Lannuon !), en ur lakaat ar gaoz war ar blijadur hag ar sekselezh e brezhoneg (mil mersi bras da GAST!

evit ar wikend Clito’Rik e Tregon !), hag en ur aozañ sonadegoù Rap da zastum archant evit

hon skolioù brezhonek (bevet Skol Diwan Plounevez Moedeg !). Ha me oar me

pegement a draoù dispar all a zo bet graet nevez zo, hag a vo

graet c’hoazh !

Aner eo stourm evit ar brezhoneg nemetken, pa vez skarzhet an dud a-vil-vern deus o labour gant ar batroned, pa vez ar gouarnamantoù o redek war-lerc’h an dud dibaper, pa vez bac’het ar stourmerien bolitikel abalamour m’o deus manifestet, pa vez lazhet ingal tud ar banlevioù hep na vefe kondaonet ar boliserien o deus muntret, pa gendalc’h an tu-dehou pellañ da skignañ e vennozhioù flaerius ha dañjerus ! N’haller ket stourm evit ar brezhoneg ha miret a embann an disterañ kritik deus ar gevredigezh a vever enni. Ar brezhoneg n’eo ket un elfenn diouti he-unan. Ar sistem a wask an dud eo ar memes hini hag a wask ar yezhoù « bihan ». Stourm, labourat, bevañ ha DIBAB e Breizh a faot dimp ? Bevomp ha stourmomp ‘ta ! Bezomp mestr(ez) war hon planedenn, ganimp-ni emañ ar galloud. Hon yezh-ni eo ar brezhoneg, stourmomp evitañ, met stourmomp da gentañ evit an dud, forzh pe yezh a gaozefent.

N’emaomp ket amañ hirie evit goulenn tra pe dra digant politikour ebet. Emaomp amañ evit diskwel ez eus ur rummad nevez a dud a gred start e tle ar

stourm evit ar brezhoneg bezañ

ur stourm feminist, enepkapitalour hag enepfaskour. Krediñ start a reomp en emvererezh. Bezomp oberiant, kemeromp perzh er votadegoù keodedel lañset gant merc’hed ha paotred ar strollad DIBAB, evit mont dreist d’ar skoilhoù politikel a vir ouzh an dud e Breizh da reiñ o soñj war dazont ensavadurel ha politikel o bro (abaoe keit-all). Goude Sant-Widel, Langoued ha Soudan, e teuio votadegoù all gant miz Mezheven, e pep departamant deus Breizh !

KASOMP AN TRAOÙ EN-DRO ‘TAHA CHOUKOMP DE’I DISOURSI !BREZHONEG, YEZH OFISIEL E BREIZH !

LABO

UR(h

arz)

KÊRVREZHON, SAVETERIEN AR BREZHONEG ? N’eus ket pell hon eus bet gouveet e oa bet savet ur raktres kumuniezh vrezhonek nevez war ar maez : “O klask emaomp war-lerc’h familhoù gwriziennet ha stabil-mat […]. Ne soñj ket deomp avat e c’hell un den yaouank ec’h-unan derc’hel d’e c’her tra ma n’en do ket kavet e hanterenn ha krouet e raktres ganti.” Daou c’houlenn evite :Div lezbian omp-ni, ha ne faot ket dimp kaout bugale, gall’ rafemp dont memes tra (brezhoneg flour zo ganimp, brezhoneg mamm-gozh) ?Perak zo bet lakaet war lec’hienn Kêrvrezhon ul liamm betek hini “Emglev an Tiegezhioù”(EAT), ur strolladig tud diwar-lerc’h, un astez relegenn deus an emsav hengounel, strizh-e-revr, katolik ha kilstourmer, a sav enep an IVG ha dimeziñ an dud heñvelreizh ?Digarezit, marteze n’anveit ket mat EAT. Setu pezh a skrivent e-barzh o c’helaouenn, Kannadig Imbourc’h, n°89 (Genver-Meurzh 2015), en ur pennad anvet “Pelec’h emañ bugale Diwan ?” :“Hag aze en em gavomp gant dislavar pennañ emsav Diwan : diazezet eo war tiegezhioù a bourchas bugale d’e skol, met lusket eo gant rummadoù tud levezonet don gant brizhdispac’h eizh ha tri-ugent, a-du pergen gant “ar frankiz revel”, “gwirioù ar merc’hed” (evel an diforc’hañ bugale), an torr-dimezi ha kalz a boentoù all a ya holl a-enep kellig diazez ar gevredigezh : an tiegezh.”Ha pelloc’h, o komz deus ur strollad sonerezh a anveont mat :“Kalz eus merc’hed ar strollad-se, Al Laz kanañ, padal, a dosta d’o zregont vloaz ha n’anavezan nemet div o dije bugale. Ya, met bevañ en e frankiz d’ober petra eus e vuhez ? N’eo ket bet desket dezho emañ an eurvad da vezañ kavet e avantur ar sevel-tiegezh. An evurusted a vez kavet dre en em reiñ d’e bried, d’e vugale, d’e vicher, d’e vro. Ar plijadurioù all a zo berrbad ha blaz an trenk ganto p’en em gav ar vaouez dic’houest da gaout bugale da skouer.”Na pegen kaer ar c’hozh lerbaj-se, ne glevit ket c’hwezh al loued o tont ‘maez deus ur skrid a seurt se ? Erfin, moarvat n’eo ken ur fazi digant tud Kêrvrezhon ha n’o deus liamm ebet gant ar re se, neketa ?

nive

renn

2

holl-

vrez

hone

k

Go

uel B

road

el a

r Bre

zho

neg

2015

///////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////

///////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////

Page 2: [harz] labour - Gouel Broadel ar Brezhoneg 2015

GOUEL BROADEL AR BREZHONEG HA 10 VLOAZ AI’TA e Tremargad (23-24 a viz Mae 2015)

‘BAR’ C’HREIZ-BREIZH ‘KOMAÑSO AR REVOLUSIONAR BOLITIKERIEN, LAERIEN, ‘VO LAKAET DA ZAOULINKrismenn, Ar bolitiklaerien

Un tamm mat a blijadur zo savet ennomp p’hon eus tapet goût e oa bet roet gant Ai’ta ul lañs nevez da Ouel Broadel ar Brezhoneg, ur gouel aozet evit ar wech kentañ e 1987 diwar intrudu Stourm ar Brezhoneg (SAB !) hag Emgann, gant sikour ul lodenn vrav deus an Emsav sevenadurel. Betek ar bloaz 1999 e oa deut brav ar gouel gante, ha daoust da GBB bezañ aet da get war dreuzoù ar c’hentañ kantved warn-ugent, e oa deut a varv da vev, e 2010 ha 2011, a-drugarez da dud Bro Dreger. Met setu-ni beuzet en-dro er chouchennidigezh p’emaomp hirie e Tremargad City, unan deus toulloù bravañ ha c’hwekañ an tamm douar-mañ. ‘Bar’ C’hreiz-Breizh ‘ni eo ‘komañso ar Revolusion, sur ha n’eo ket gwelet ‘vo !

Peogwir omp deut amañ da lidañ dekvet deiz-ha-bloaz Ai’ta hon eus bet c’hoant da embann ur soñj bennaket, dre skrid, war an dek vloavezh a stourm kaset gant merc’hed ha paotred o zicheurtoù orañjez (ha war traoù all ivez). Sed ac’he ‘ta etre ho taouarn un tammig testenn savet ganimp. N’eo ket tagañ na tamall a faot dimp ober ganti, lañsañ ar gaoz kentoc’h, kaozeal dichipot, sevel goulennoù, hag emichañs kinnig un nebeud mennozhioù sklaer ha splann, evit mont war-raok, asambles. Gant un dornad tud deus kêr Roazhon eo bet savet, tud a vev bemdez, e-giz an holl e Breizh, e-touesk ur mor a c’hallek hag a yezhoù all.

Petra nevez e bed ar stourm evit ar brezhoneg ?

A-benn bremañ zo brezhoneg e tiez-post Karaez, Lesneven, Kastellin, Perwenan, Brest, Pont-’n-Abad ha Kraozon. Panelloù brezhonek nevez a vez gwelet o tifoupañ ivez en tiez-gar, war vord an heñchoù, ‘b’ar c’humunioù, a-drugarez da Ai’ta, ha da dud Ofis ar Brezhoneg. ‘Mañ an traoù o vont war-raok, dousik.

Gourc’hemennoù da dud Ai’ta evit o votadeg keodedel dirak ti-post Roazhon, un dra gaer eo bet, a zlefe bezañ graet en-dro. Ha gourc’hemennoù ivez da zisenterien Speied, perzh eus ur strollad a zifenn ar servijoù publik, o deus divontet panelloù-lec’h gallek e fin miz Meurzh... Taolioù-kaer zo bet gant Ai’ta war stourm ar panelloù, evel an divontadeg, da goulz ar vanif e Kemper e miz Kerzu 2012 (kemend-all a oa bet graet gant Skol an Emsav e 1982 ha gant Stourm ar Brezhoneg e 1984 e Montroulez). Koulskoude zo blaz ar re nebeut gant pezh zo bet gounezet diwar dek vloaz a stourm, ne gav ket deoc’h ?

Abaoe 2005 eo aet Ai’ta war meur a zachenn-stourm : an SNCF, ar Post, an tele publik, ar panelloù. El lec’h-mañ-lec’h zo bet gounezet traoù, met diwar dek vloaz o stourm, n’eus deut tra war wel a c’hellfe lakaat ac’hanomp da grediñ emaomp war-nes kas da benn ur stourm bennaket, war Vreizh a-bezh. Evel-se ‘mañ kont. Met ne vern. Ne faot ket dimp sammañ tud Ai’ta gant tagadennoù digoust. Faot a ra dimp lâret pezh a soñjomp, evit mont war-raok. N’omp ket sot gant strategiezh Ai’ta, gwir eo. Ablamour da betra mont da gestal

promesaoù digant ar bolitikourien ? Ret dimp sevel ur c’heñver-nerzh a-du ganimp, tra ken. Da betra mont da welet kement den aet war ar renk evit an dilennadegoù departamant da skouer ? Gouveout a reomp ervat ne vo ket lakaet ar promesaoù e pleustr. Ha perak an diaoul lakaat kement a nerzh e-barzh an dra-se p’eo chomet an hanter deus an dud hep votiñ ? Ne vefe ket bet gwell klask diorren ar c’henlabour gant ar c’hevredigezhioù all a stourm evit ar brezhoneg ? A-hed ar wech eo deut ar cheñchamantoù sokial diwar labour pemdez an dud ha n’eo ket diwar hini ar bolitikourien.

Ur chadenn vrezhonek publik ? Ya, pa nijo ar moc’h

Da vare Stourm ar Brezhoneg ne oa ket ar stourm evit kaout ur chadenn vrezhonek ur stourm poblek (400 den er manifoù brasañ) hag hirie ec’h eo gwashoc’h c’hoazh. A-boan ma oa bet bodet pemzek den gant Ai’ta dirak ti Frañs 3 e Roazhon e miz Kerzu 2014. Petra zo pennkaoz d’ur vanifestadeg ken reuzeudik ? Ne oa ket bet kelaouet mat an dud hag ar stourmerien ? Estreget se a zo. Daoust d’ur stourm hir, n’eus bet gounezet munutenn vrezhonek ebet war an tele publik abaoe 30 vloaz. Piv a gred c’hoazh e vo kresket plas ar brezhoneg en Frañs 3 pa vez krennet ar budjedoù e kement servij publik a zo ? Petra a deuio diwar ar Raktres Kleweled Breton sinet e Kuzul rannvro Breizh d’an 9 ha d’an 10 a viz Ebrel 2015 ? Moarvat ne deuio ket burzhudoù. Daou vilion a euroioù hepken ? Ha lezet ul lodenn deus an

arc’hantañ gant ar prevez... Ha peseurt plas d’ar brezhoneg (ha d’ar gallaoueg) ? E 1990 e oa bet lañset gant SAB ur stourmadeg evit kaout ur chadenn vrezhonek penn-da-benn d’ar vro. Bodañ kantadoù a dud er straedoù a voe graet (bep bloaz etre 1990 ha 1995), mont da bardon Santez-Dinamita-ar-Roc’h-Tredudon (1991-1993), lañsañ boikot an taos-tele (1995), ha kemend-all en aner. Penaos e c’hellfemp gounit hirie ur chadenn vrezhonek pa n’eus ket zoken ur frekañs radio o skignañ brezhoneg penn-da-benn d’ar vro ? Ha goût a rit pegen treut eo ar geusteurenn evit ar vrezhonegerien ha n’emaint ket o chom e kôrnog ar vro ? E Bro Naoned n’eus koulz lâret nemet dre internet e c’haller tizhout ar c’hleweled e brezhoneg da skouer.

Ur chadenn vrezhonek evit Breizh a-bezh, evel e Kembre, Skos ha Korsika ? Un huñvre ‘ni eo, tra ken. Ne vo ket gounezet ar stourm-se. ‘Blam da se e kav dimp e ranker dilezel ar stourm evit kaout ur chadenn vrezhonek ha gouestlañ hon amzer d’ur c’houlzad-stourm all. Pehini neuze ?Hini ur frekañs radio evit ar vro a-bezh, evit skignañ al labour vat a vez graet bemdez gant tud ar radioioù brezhonek. Ha deoc’h da c’hoût, n’eo ket ar servij publik a ro ar muiañ a blas d’ar brezhoneg met ar radioioù kevredigezhel an hini eo. N’eus ket da chifañ gant ar c’hleweled brezhonek. Un tamm mat a hent zo bet graet gant ar brezhoneg war an dachenn abaoe bloavezhioù ha peadra zo da

grediñ e vo kendalc’het ganti (Lann Vraz,

labour Brezhoweb, Dizale, ar filmoù ha teulfilmoù kaer a deu er-maez bep bloaz, ha me oar). Poent boulc’hañ bremañ ur stourm politikel radikal evit un dra bennaket a servijfe d’an holl vrezhonegerien eus Brest da Glison, un dra a bado hag a lako tachenn ar brezhoneg da greskiñ forzh pegement. Rediomp ar Stad hag ar CSA da reiñ dimp ur frekañs radio penn da benn d’ar vro ! Ne vo ket deus an aesañ tout... Met bepred eo graet an hanter deus al labour, kar bemdez e vez fardet boued lipet mat gant ar radioioù brezhonek, boued a c’haller kavout war al lec’hienn Radio Breizh. Stourmomp evit sevel Radio Breizh ? An neb en deus divskouarn a glevo... Ur gaoz a c’hello bezañ kendalc’het ouzh an daol-gont emichañs ?!

Ai’ta = difeuls ha dibolitikel ?

Goude gwelet skritell 10 vloaz Ai’ta, ha tapet goût e vefe deus ur « c’hermes an difeulster », hon eus bet c’hoant da sevel un nebeud goulennoù, a zo e-barzh hon genouioù abaoe ur pennad... Perak lakaat kement-se a-bouez war an « difeulster » (rak n’eo ket ar wech kentañ) pa n’eus ken anv deus bombezennoù abaoe pemzek vloaz ? Difeulster ? Ha perak ‘ta neuze mont da bardoniñ er Roc’h Tredudon e-skeud ur peul bet pulluc’het gant an FLB bremañ zo daou-ugent vloaz zo ? Perak embann deus un tu broudañ an difeulster ha deus un tu all en em erbediñ ouzh eñvorennoù romantel an Emsav radikal ? Ha perak e vefemp dalc’hmat rediet da gendrec’hiñ an holl omp tud « jentil » ha difeuls ? Ne reomp ket foutre-kaer deus se. Lakaat kement a-bouez war an difeulster n’eus ster ebet. Tud Ai’ta n’o

deus bet da c’houzañv feulster politikel

ebet, arabat dikoniñ. Un nebeud hiniennoù goulennataet gant ar fliked, daou brosezig evit pegsunioù ? Met petra eo se e-keñver ‘pezh ‘vez gouzañvet gant ar stourmerien e-lec’h all ? Manif an 22 a viz C’hwevrer 2014 e Naoned enep d’an aerborzh : tri den krevet ul lagad dezhe, ur paotr n’eus graet nav mizvezh toull peogwir en deus bannet ur c’hreunadenn lakrimo n’he deus ket tizhet den, unan all zo b’an toull evit c’hoazh, ha nouspet zo kondaonet abaoe bloaz. Dav eo bezañ sirius un tamm, n’haller ket kaozeal deus gwaskerezh evit a-sell Ai’ta.

Un tammig sach-blev zo bet ivez a-wechoù etre tud a anavezomp ha tud deus Ai’ta (met n’eo ket an holl evel-just !). Soñj mat hon eus e oa bet nac’het ouzh stourmerien 44=Breizh derc’hel ur stand e-pad ur fest-noz aozet gant Ai’ta e Brest ablamour m’o devoa ivez « dafar enepfaskour » da werzhañ. « Re bolitikel » , a oa bet lâret dezhe... N’haller ket asantiñ e c’hoarvezfe seurt traoù. Bezañ zo fachoioù ha ret stourm enepte, en « emsav » evel e lec’h all. N’eo ket diwar skañv e lâromp se. Ni oar ervat zo ul lodenn deus an emsaverien ha n’int ket lakaet diaes o « kenlabourat » gant tud deus an tu-dehou pellañ. Se zo kaoz hon eus bet an displijadur da welet fachoioù Adsav o vanifestiñ e Naoned evit an adunaniñ n’eus ket keit-se (miret e oa bet tud 44=Breizh e-maez aozadur ar vanif gant Bretagne Réunie !). N’eo ket evit kelo-se e paouezimp da labourat gant Ai’ta, evel-just, met a-bouez e oa dimp lakaet se war baper ha renkañ an dislavar evit mat.